Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 a Vae
325
sant gregor a nazians, eskop ha doktor

hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Mes eskop Nazians a c’halvaz Gregor da zont adarre d’ar gear, hag her greaz belek enn despet d’ezhan.

Goude ma oue beleget, ar Zant en em lakeaz da brezeg, hag abarz nemeur en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Etre daou, sant Bazil a ioa deuet da veza arc’heskop e Sesaree hag a reaz henvel he vignoun da eskop e Sasim. Gregor ne felle ket d’ezhan kemeret ar garg-se. Abarz ar fin evelato e sentaz, hag e oue sakret eskop ; mes ne c’hellaz morse mont d’he eskopti. Chom a eure eta e Nazians da zikour eskop ar gear-ma, a ioa dija koz ha kabac’h.

Eskop Nazians o veza maro, ar Zant a oue goulennet a vont da Gonstantinopl. Ann Arianed a rea ho mistri er gear-ze daou-ugent vloaz a ioa ; ann ilizou a ioa holl etre ho daouarn, hag ar gristenien gatholik ne oa mui nemed eur guchennik anezho, ha n’o doa na pastor nag iliz ebed. Mes ar gristenien-ze a anaie Gregor; klevet o devoa hano euz he zeskadurez hag euz he vertuziou braz, gouzout a reant gant pegement a nerz ha gant pebez frouez e prezege, hag esper o doa e c’hellje, gant sikour gras Doue, chench doare d’ann traou ha beza treac’h d’ann heretiked.

Ar Zant en em lakeaz enn hent goude beza argilet eur pennad. Diskenn a eure e ti gerent d’ezhan, hag enn ti-ze ec’h asamblaz raktal ann nebeudik tud fidel a ioa c’hoaz e Konstantinopl. Poan aoualc’h en devoue da genta ; rak ann Arianed hag ann heretiked all a gounte a bep seurt gevier divar he benn. Banna a reant mein outhan pa dremene dre ar ruiou, hag eunn droiad zoken e falvezaz d’ezho lamet he vuez diganthan. Mes ann den fallakr o doa karget da ober ann taol en em strinkaz d’ann daoulin dirak Gregor enn eur anzao he dorfed, hag ar Zant a respountaz d’ezhan kerkent : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h evel ma pardounann va-unan. »

Gant ann dra-ze goulskoude Gregor en devoa ar joa da velet o kreski bemdez niver ar re a deue d’he zelaou. Eur maread heretiked a zigoraz ho daoulagad, hag a gui-