Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 a Vae
315
sant pi v, pab

da eunn eskopti all el leac’h m’oa nevez bet brezel. Hogen, da heul ar vrezel oa deuet ann dismantr, ar freuz hag ann dizurs; mes ar Zant ne oue ket pell eno na lakeaz adarre ar peoc’h hag ann urs vad da ren e peb leac’h.

Erfin, goude maro ar pab Pi IV, ar zant-ma a oue choazet evit delc’her he blas. Neuze e kemeraz ann hano a Bi V; rak he hano badiziant oa Mikeal. Kenta tra a reaz evel pab a oue ingala aluzennou braz etre ar beorien, ha karga tud euz he berz da gaout soursi euz ar vinored hag euz ar merc’hed iaouank ezommek da c’hortoz ma vijent enn oad da zimezi : pa vijent deuet d’ann oad-se, hen en em garge he-unan d’ho argoulaoui.

Goudeze e labouraz heb ehana da lakaat ar feiz d’en em astenn betek ar broiou pella, da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel hag ann dud a iliz, ha da ziarbenn ann dizursiou hag ar fals kredennou e kement korn a ioa er bed katholik. Evit kement-se ec’h embannaz al lezennou a ioa bet douget gant konsil Trant, hag ar c’hatekiz a ioa bet great dre urs ar memes konsil; lakaat a reaz ive moulla a nevez ar brevier a dle ar veleien da lavaret bemdez hag al levr a vez gantho oc’h offerenna, goude beza renket evit ar guella ar pedennou a zo ennho.

Muia m’e devoa ann Iliz da ziouall, d’ar mare-ze, oa rak ann Turked. Ar re-ma a ioa neuze e barr ho brud hag ho galloud. Edont dija dirak enezenn Malt, hag ac’hano o doa sonj da zailla var ann Itali ha var ar rouanteleziou all euz ann Europ. Mes Pi V, evel eur pastor eveziant, a vele e pe seurt riskl edo ar relijion ha ne espernaz netra evit he difenn hag he zavetei. Kas a eure sikour, da genta, da enezenn Malt, ha goudeze ec’h aliaz ar brinsed kristen d’en em glevet holl evit ober brezel d’ann Turked. Lod anezho a zentaz outhan hag a zavaz eunn arme. Mes ann dra-ze ne oue ket aoualc’h evit ar pab santel; ordren a reaz, ouspenn, d’ann dud fidel iun ha pedi asambles enn ilizou evit tenna bennoz Doue var arme ar gristenien.