Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
5 a Vae
sant pi v, pab

gant pebez evez e tle ann tadou hag ar mammou beilla var ho bugale evit miret outho da gemeret boazamanchou fall. Mes e kenver ann eva e reer aliez ar c’hountrol. Aliez e roer da eva d’ar vugale, pa vezont c’hoaz bihanik. « Arabad eo diranna ar vugale, » a leverer. Diranna ar vugale a renker eo euz ar pez a c’hell beza noazuz d’ho c’horf pe d’ho ene. Ma ve eur c’hrouadur e riskl d’en em c’hlaza gant eur gountell, daoust ha ne lamfac’h ket dioc’htu ar gountell-ze euz a dre he zaouarn ? Mad, kalz muioc’h a rezoun oc’h euz da ober evit he ene ar pez a rafac’h evit he gorf; ne lezit eta morse eur c’hrouadur da gemeret eur voazamant hag a c’hellfe beza divezatoc’h ar penn-kaoz euz he zaonasion.






ar pemped devez a viz mae


SANT PI V, PAB
————


Sant Pi V a ioa ganet e kear Bosko enn Itali, er bloaz 1504. He dud a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach, ha d’ann oad a bemzek vloaz e kemeraz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik. N’en doa ken ioul nemed da blijout da Zoue e peb tra, hag ar pez a garie muia oa pedi, iun, chom pell da vedita enn noz ha kastiza he gorf dre ar binijenn. O veza bet beleget er bloaz 1528, e oue karget epad c’houezek vloaz da ober skol d’ar re all var ar philosophi ha var ann theoloji. Goudeze e oue hanvet da vestr ann novised, hag erfin da zuperior, e meur a gouent euz he Urs.

Gounit a eure kalounou ann holl, e peb leac’h hag e peb karg, dre he furnez hag he zousder. Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he galoun distag dioc’h traou ar bed, hag he spered a baourentez. N’en devoue morse nemed eur zae, ha ne veache nemed var droad, he spered ato o sonjal e Doue. Prezeg a rea ive gant kalz a frouez pa veze galvet da vont da zarmoun enn eunn tu bennag.

Er bloaz 1556, e oue hanvet da eskop enn despet d’he zaelou gant ar pab Paol IV, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer enn he eskopti. Er bloaz varlerc’h e oue kardinal, ha daou vloaz goude e oue kaset