Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a Ebrel
285
sant jorj, merzer

moan ha lemm e diabarz ennhi, ha trei ar rod-ma enn dro d’he gorf ken na vije roget ha dispennet-holl. Mes Jorj a oue kennerzet gant eur vouez euz ann env, hag ar vouez-se a lavare : « — N’az bez aoun rak netra, me zo ganez. » Er memes amzer eunn den guisket e guenn ha skeduz evel ann heol a astenne he zorn varzu ennhan evit ober sin dezhan da zelc’her mad. Meur a baian a oue gounezet d’ar feiz o velet ar basianted hag ar joa a ziskouezaz ar merzer santel epad m’edot oc’h he vourrevi enn eur feson ken didruez.

Goulskoude Dioklesian a glaskaz c’hoaz he zeseo dre bromesaou kaer, ha setu Jorj ha respount d’ezhan : « — Mar kirit, Prins, ni ielo d’ann templ da velet ho toueou. » Ann impalaer a gredaz e felle d’ann offiser kristen kinnig ezans d’ann idolou, ha raktal e kemennaz d’ar senatourien ha d’ar bobl en em gaout enn templ evit beza test euz ann dra-ze. Pa ouent erruet eno, ar Zant a dosteaz oc’h idol Apollon, hag a c’houlennaz outhan enn eur astenn he zorn : « — Choant ac’h euz da veza henoret ganen-me evel Doue ? »

Enn eur gomz evelse, e reaz sin ar groaz ha kerkent ann idol a respountaz : « — Me n’ounn ket Doue ; n’euz ken Doue nemed ann hini a adorez, te. » « — Perak eta, eme Jorj, e kredez chom ama dirak eunn den hag a ador ar guir Doue ? » Ker buhan e oue klevet iouc’hadennou hag huanadennou klemmuz o tont euz ann idolou, hag ar re-ma a gouezaz a herr d’ann douar, hag a oue bruzunet e mil damm.

Neuze beleien ann doueou faoz a lakeaz ar bobl da grial ouz ann impalaer oa poent trouc’ha he c’houzoug d’ar sorser-ze, evel a lavarent, ha Dioklesian a goundaonaz ar Zant da veza dibennet. He varo euruz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel euz ar bloaz 303.


SONJIT ERVAD

Etouez ann offiserien a ioa da dosta d’ann impalaer Dioklesian, ne oue nemed sant Jorj hag a gredaz difenn kaoz ar gristenien. Ha c’houi oc’h euz ato eveldhan difennet ar virionez, heb aoun ebed rak ann dud pa c’hellac’h ha pa dliac’h hen ober ? Ha n’oc’h euz-hu ket avechou lezet pe zikouret teuler ar beac’h var ann dud paour ha dister evit pli-