Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
23 a Ebrel
sant jorj, merzer

hag eunn nebeut deveziou, ha douget eul lezenn evit miret na vije sakret den eskop nemed resevet en devije dija ann Ursiou munud, ann Urs a abostoler, ann Urs a avieler hag ar velegiach.


SONJIT ERVAD

Euz ann tregont pab, pe var dro, a zo bet epad ann tri c’hant vloaz kenta euz an Iliz. n’euz nemed daou hag a ve maro enn ho guele ; ar re all a zo bet holl merzeriet evit ar feiz. Epad ann amzer-ze ive, goad ar gristenien a rede ato e korn pe gorn euz ar bed, ha p’edo ann ïmpalaer Dioklesian var ann tron, e c’heller lavaret e poullade e peb leac’h. Mes ar gristenien a iea neuze d’ar maro evit Jezuz-Krist evel ma’z eer brema da eur fest; rak gouzout a reant ne oa netra ar poaniou o devije da c’houzanv e skoaz ar c’hloar hag ann dudi a ioa ouz ho gortoz enn env. Troit ive aliez ho spered hag ho kaloun varzu ar baradoz, hag evelse ar pez a gavit brema tenn na pounner a deui da veza eaz ha skanv evidhoc’h.






ann trede var ’nn ugent a viz ebrel


SANT JORJ, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa eunn offiser a renk huela euz a arme ann impalaer Dioklesian. Araok dougen eul lezenn a varo a enep ar gristenien, Dioklesian a c’houlennaz kuzul digant ar re a ioa da dosta d’ezhan. Hogen, Jorj hebken hen dizaliaz da ober ar pez en doa lakeat enn he benn, Jorj hebken a ziskleriaz ne dliet ket klask trabas ouz tud ha ne oa netra da damall d’ezho.

Ann impalaer a ziskredaz dioc’htu oa Jorj kristen he-unan p’e guir e tifenne ker brao kaoz ar gristenien. Ann offiser kalounek hen anzavaz, hag a lavaraz da Zioklesian : « — Guell e ve d’ehoc’h, Prins, adori ive ar guir Doue ; rak bez’ o pefe diganthan eur rouantelez hag a dal mil guech hirroc’h eged ann hini oc’h euz brema. »

Ann impalaer a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ze, hag a reaz kas Jorj d’ar prizoun. Antronoz ec’h ordrenaz he lakaat e kreiz eur rod hag a ioa tachouigou