Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 a Ebrel
281
sant anselm, arc’heskop ha doktor

sant Gregor VII. Ar pab-ma, o veza goall-gaset ha trubuillet a bep tu, a skrivaz d’ezhan eul lizer evit erbedi ann Iliz hag en em erbedi he-unan d’he bedennou.

Anselm a ioa anavezet ive e Bro-Zaoz, ha goude maro arc’heskop Kantorberi, e oue choazet evit delc’her he blas. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se; mes plega a renkaz erfin, kaer en devoue gouela ha lavaret nann. O veza eskop, e labouraz heb ehana da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. Prest oa ato da zifenn guiriou ann Iliz heb aoun ebed rak ar rouaned. A benn diou vech ez eaz da Rom da velet ar pabed euz he amzer, hag e kement leac’h ma tremene e veze digemeret gant kalz a henor.

Var fin he vuez ar zant-ma a oue pell klanv, hag epad ar c’houec’h miz diveza e rea he zougen bemdez d’ann iliz evit klevet ann offerenn; rak he-unan ne c’helle mui offerenna. Mervel a eure e peoc’h d’ann 21 a viz ebrel euz ar bloaz 1109, oajet a chouezek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue enterret e kathedral Kantorberi, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl. Sant Anselm en devoa dreist peb tra eunn devosion dener evit pasion Jezuz-Krist hag evit ar Verc’hez Vari. Skrivet en deuz eur maread levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel, hag abalamour da ze ar pab Klemant XI a lakeaz anezhan e renk ann doktored er bloaz 1720.


KENTELIOU SANT ANSELM

Da genta. — Evel koustians ar re fall ne baouez d’ho bourrevi, koustians ar re vad, er c’hountrol, a zo evitho eur zoursenn a joa hag a blijadur.

D’ann eil. — Ann nep ne laka ket he boan da vont ato var vellaat a zo e riskl d’en em goll.

D’ann trede. — Ann den ourgouilluz a gount he oberiou mad d’ar re all; mes ann den vertuzuz a guz he re.

D’ar pevare. —- Kemeret lorc’h gant ar grasou a resever digant Doue a zo danjeruz-braz. Seul-vui a c’hrasou oc’h euz resevet, seul-humploc’h e tleit beza.

D’ar pemped. — Ma ne deufe ket ann drouk-spered da denti ann eneou santel, e vent marteze e riskl d’en em goll dre ar foug a ve ennho ; mes seul-vui ez int tentet, seul-vui ec’n en em humiliont ha seul-vui ive e plijont da Zoue.