studi, ma n’oa ket diez divinout e vije eunn deiz eur zant hag eunn doktor braz. Ne oa c’hoaz nemet pemzek vloaz pa c’hoanteaz mont d’ar gouent; mes he dad a viraz outhan ; rak he dad a ioa eur goall den hag eunn den ha n’en devoa nemeur a relijion.
Prest goude, e varvaz he vamm, ha neuze e teuaz a nebeut a nebeut da glouaraat e servich Doue. Ne oa mui ken aketuz d’ar bedenn, lezel a eure re a gabest gant he dechou fall, hag ar re-ma hen dougaz ha heul ar bed hag he blijadureziou, ha da ren zoken eur vuez direol ; mes ann dra-ze ne badaz ket pell.
O veza m’en doa kalz da c’houzanv a berz he dad, Anselm a guiteaz ar gear dre guz evit en em denna e Frans. D’ann ampoent, ne oa ken hano dre ann Europ nemed euz a skol abati ar Bek enn Normandi. Ann ioul da veza habil a reaz d’ezhan mont di da zelaou kenteliou eur mestr euz he vro. Hogen, eno edo Doue ouz he c’hedal. Mez a zavaz ganthan o sonjal e poanie kement da zeski ha ken nebeut d’en em zantifia. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, ha goudeze e c’houlennaz beza resevet etouez ar venac’h euz ar gouent. Resevet e oue, ha kerkent e stagaz gant kement a herr d’ar bedenn, d’ar studi ha d’ar binijenn, ma ne zaleaz ket da zervichout da skouer d’ann holl venac’h all.
Ker boaz oa da iun ma ne gave mui saour ebed gant ar boued. Goude beza tremenet ann deiz holl oc’h ober ar pez a verke d’ezhan reolenn he Urs pe he zuperiored, e tremene c’hoaz eunn darn vraz euz ann noz o vedita, hag a greiz medita e skuille eur mor a zaelou. Abarz nemeur e oue hanvet he-unan da zuperior. Ann dra-ma a lakeaz lod euz ar venac’h da c’hrosmolat. « —Anselm, emezho, a ioa c’hoaz re iaouank evit beza savet ken huel. » Mes ar superior nevez ne oue ket pell evit gounit kalounou ann holl dre he zousder, he humilite hag he basianted.
Ar brud euz he zantelez hag euz he zeskadurez a redaz keit dre ar bed ma’z oa istimet, n’e ket hebken gant ar rouaned hag ann eskibien, mes c’hoaz gant ar pab