Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Ebrel
269
sant patern, eskop

he gorf dre ar rusta pinijenn. Ar brud euz he vertuziou a zigasaz d’ezhan meur a ziskib, hag enn ho zouez e remerker sant Patris, abostol ann Irland, hag eur Patern all hag a oue eskop e Guened var he lerc’h.

D’ar mare-ze, Konan Meriadek, kenta roue Breiz-Izel, a reaz sevel eunn eskopti e Guened, ha Patern a oue choazet evit gouarn ann eskopti-ma. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. Kreski a eure zoken he iuniou, hag hirroc’h e chome da veilla enn noz. Bez’ez oa Tad ha Providans ann dud paour, hag he di a veze bepred digor d’ann estranjourien ha d’ann dremenidi. Ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei ann eneou a ioa fiziet ennhan, ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ar bobl. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ken dre he gomzou, ken dre ar skouer euz he vuez santel, ken dre he viraklou; rak Doue en devoa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou.

Enn despet da gement-se, tud aviuz a gemeraz kaz outhan, ha ne ehanent da ober d’ezhan goasa a c’hellent. Patern a boaniaz epad pell amzer da c’hounit anezho dre he zousder hag he basianted; mes, o velet ne jenchent ket, ec’h heuliaz erfin ann ali-ma euz ann Aviel: « Pa viot goall gaset enn eur gear bennag, tec’hit da eur gear all. » Rei a eure ann dilez euz he garg, ha raktal e kuiteaz Guened evit distrei d’he ermitach. Eno ec’h ankounac’heaz fallagriez ann dud o veva adarre he-unan gant Doue, hag eno ive e varvaz e peoc’h ha leun a veritou e tro ar bloaz; 448, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.

Korf ar Zant a oue enterret el leac’h m’oa maro; mes heb dale ar miraklou a c’hoarveze var he vez a ziskouezaz ar c’halloud en doa enn env dirak Doue. Guenediz a oue lakeat nec’het gant eur zec’hor vraz hag a badaz tri bloaz dioc’htu. Ne c’hellent mui kaout netra enn ho douarou, ker kalet oant eat, Neuze e teuaz da zonj d’ezho euz a Batern. « — Mar karjemp, emezho, beza bet chentiloc’h enn he genver, ann eskop santel-ze en devije brema marteze sellet a druez ouzomp. » Var gement-se