Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
16 a Ebrel
sant patern, eskop


Mes ho maro ne vougaz ket ar gounnar en devoa Des outho. Ann impalaer a falvezaz d’ezhan c’hoaz miret na vijent enterret, hag ordren a eure ma vije lezet ho c’horfou enn eur park var ar meaz evit beza debret gant ar chas hag al loaned all. Mes al loaned o devoue muioc’h a respet evitho eged ann dud : ar chas a jome d’ho diouall, a harze evit ho difenn hag a gunude evit ober kanv d’ezho. A benn pemp devez, ann daou gorf santel a oue dastumet gant daou gristen euz ar Pers, ho hano Abdon ha Sennen. Ar re-ma ho zebeliaz enn ho zi hag ho enterraz goudeze gant kalz a henor. Abaoue, relegou sant Maksim ha sant Olempias a zo bet digaset e Frans, ha bez’ ez euz anezho e meur a iliz euz hor bro, dreist holl enn iliz Sant-Malo e Breiz hag enn iliz Liej er Beljik.


SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel: « —N’o pezet ket aoun rak ar re a lam he vuez digant ar c’horf, mes ne c’hellont ket laza ann ene ; o pezet aoun kentoc’h rak ann hini a c’hell ho kas dann ifern korf hag ene. » Ar Zent hag ar Verzerien o deuz bet sonj ato euz ar c’homzou-ze, ha setu perak ne reant keta fors hag e vije torret, bruzunet, draillet, dispennet pe zevet ho c’horf, gant ma’z aje ho ene d’ar baradoz, gant ma c’helljent savetei ho ene. Peur o pezo-c’houi ive muioc’h a aoun da goll buez hoc’h ene eget da goll buez ho korf, muioc’h a aoun da velet drouk oc’h erruout gant hoc’h ene eget da velet poan o koueza var ho korf ? Ar Verzerien ne ehanent da lavaret : « Ar maro mil guech kentoc’h eget nac’h hor feiz! » Peur e leverot-hu ive euz a greiz no kaloun hag evit mad : « Mil guech mervel kentoc’h eged offansi Doue dre eur pec’hed marvel hebken ! »






ar c’houezekved devez a viz ebrel


SANT PATERN, ESKOP
————


Patern a ioa ganet e Breiz-Izel, e tro ar bloaz 358, euz a dud a lignez huel. Mes disprijout a reaz gloar ha madou ar bed evit en em rei holl da zervich Doue. Mont a eure da ober he ermitach enn eur plas distro, hag eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o kastiza