Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Ebrel
263
sant hermenejild, merzer

euz bet kalz a vadelez evidon; abalamour da ze ive me vezo leun a respet hag a garantez evidhoc’h betek va huanad diveza. Mes penaoz e fell d’ehoc’h ez afenn-me d’en em zaoni evit eur vogedenn a henor ? Prest ounn da vervel kentoc’h eget trei kein d’ar virionez goude m’en deuz great Doue d’inn ar c’hras d’he anaout. N’e ket just en defe eunn tad muioc’h ac’halloud var he vab eget lezenn Doue hag ar goustians. »

Etre daou, ec’h erruaz amzer Bask, ha Leovijild a lavaraz da eunn eskop heretik mont da gommunia he vab d’ar prizoun. « — Ma reseo ar gommunion diganehoc’h, eme ar roue, e vezo mignoun d’inn adarre. » Mes Hermenejild a gasaz ann eskop-se divar he dro. « — C’houi, emezhan, n’emaoc’h ket e guir Iliz Jezuz-Krist ha ne c’hellit konsakri korf hor Zalver nemed enn eur ober eur sakrilach ; biken ne resevinn ar gommunion euz ho torn. » Leovijild ne oue mui treac’h d’he gounnar pa glevaz ann dra-ze, ha setu hen ha rei urs da lakaat he vab d’ar maro. Ar bourreo a gavaz ar Zant var he zaoulin, hag a faoutaz d’ezhan he benn gant eunn taol bouc’hal. He verzerenti a erruaz d’ann trizek a viz ebrel euz ar bloaz 586. Enn noz varlerc’h e oue klevet ann elez o kana enn dro d’he gorf, ha lod a lavar e oue guelet ive enn he gichen goulou var elum ha n’oant ket bet lakeat eno gant ann dud.

Ar roue Leovijild en devoue keuz d’he dorfed goudeze, hag a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik; mes, gant aoun rak he zujidi, ne gredaz ket dilezel fals kredenn ann Arianed. Mervel a eure eta heretik, goude beza lavaret da zant Leandr kelenn he vab Rekared evel m’en doa kelennet Hermenejild. Rekared avad a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur merzer eget kemeret skouer dioc’h he dad. Dilezel a reaz a-grenn fals kredenn ann Arianed, hag heb dale ar Visigothed holl a deuaz da veza kristenien katholik eveldhan.


SONJIT ERVAD

Tad sant Hermenejild a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik, ha goulskoude e varvaz heretik. Rekared, breur d’ar memes sant, a oue furoc’h: hema a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur eget