e oue da Ingond, merc’h da roue ann Aostrazii e Frans, hag aliou he bried ha prezegennou sant Leandr, eskop Sevill, a reaz d’ezhan trei kein d’ann heretiked evit en em ziskleria kristen katholik. He dad a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ma, hag a gasaz eunn arme da ober brezel d’ezhan; rak Hermenejild a ioa dija roue d’ann ampoent. Evel on euz merket e buez sant Leandr, Leovijild enn doa great teir lodenn euz he rouantelez : unan en doa roet da Hermenejild, he vab kosa, eunn all da Rekared, ann eil, hagann drede en devoa miret evithan. Hermenejild en doa bet ann Andalouzii evit he lod, hag a ioa o chom e Sevill.
Ar prins iaouank a zonjaz n’en doa ket a bec’hed oc’h en em zifenn a enep arme he dad, p’e guir oa roue kerkouls hag hen, ha ne reat brezel d’ezhan nemed abalamour d’he relijion. Mes koll a eure. Sevill a gouezaz etre daouarn he dad, hag eur gear all, el leac’h m’oa en em dennet goudeze gant tri c’hant soudard euz ann dibab, a oue kemeret ive gant Leovijild ha lakeat ann tan ennhi.
Hogen, Hermenejild a ioa tec’het da iliz ar gear-ze pa deuaz he vreur Rekared da lavaret d’ezhan en devije he c’hras digant he dad mar karje mont da c’houlenn pardoun outhan. Hermenejild a zentaz ouz he vreur hag a ieaz raktal d’en em strinka da dreid he dad. Leovijild a reaz ann neuz d’he bardouni, hag her briataz gant karantez hervez ann doare. Mes prest goude e roaz urs da lamet diganthan he vantell a roue, d’he garga a jadennou ha d’hen teuler er prizoun.
Hermenejild, o veza kollet ar rouantelez en devoa var ann douar, ne zonjaz mui nemed da c’hounit hini ann env. Tremen a rea he holl amzer o pedi Doue hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Goulskoude he dad ne espernaz netra evit lakaat anezhan da zistrei da fals kredenn ann Arianed ; mes ar prizounier kalounek ne zelaouaz na gourdrouzou, na promesaou, hag a jomaz ato stard enn he feiz. N’euz fors petra veze lavaret d’ezhan, e kendalc’he da respount ar pez en doa bet skrivet d’he dad araok beza didronet : « — Anzao a rann, va zad, oc’h