Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a Ebrel
259
sant sabas, merzer


Sant Leon en deuz lezet dre skrid eur maread sarmouniou kaer, ha seiz-ugent lizer hag a ziskouez pegement a ioul en doa da velet feiz Jezuz-Krist oc’h en em skigna muioc’h-mui dre ar bed holl.


KENTELIOU SANT LEON I

Da genta. — Tri seurt oberiou mad a zo : ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn. Dre ar bedenn e tostaomp ouz Doue, dre ar iun e kastizomp hor c’horf ha dre ann aluzenn e paeomp ar boan dleet d’hor pec’hejou.

D’ann eil. — N’ez euz nemed eunn dristidigez santel, ann hini a ra d’eomp gouela var hor pec’hejou hon-unan pe var bec’hejou ar re all.

D’ann trede. — Ar baourentez kristen a zo bepred pinvidik abalamour ma’z eo euruz gant ann nebeut e deuz.

D’ar pevare. — Seul-vui e fell da eur c’hristen beva hervez Doue, seul-vui e klask ann drouk-spered he zistrei.






ann daouzekved devez a viz ebrel


SANT SABAS, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa euz a vouenn ar Gothed, eur bobl gouez hag a ioa deuet euz a gostez ann Hanter-Noz da draon ann Europ. Azalek he vugaleach en doa heuliet ar relijion gristen, ha ken troet oa var ann devosion ma labouraz hed he vuez da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. He galoun a ioa distag-krenn dioc’h traou ar bed, hag he vrasa plijadur oa kana enn iliz, ha delc’her neat ha kempenn ann ornamanchou sakr. Ne ehane da bedi noz-deiz, ha kastiza a rea ive he gorf dre ar binijenn. Aketuz oa da holl deveriou he stad, ha ne baoueze da zougen ar re all d’ar vertuz dre ann aliou hag ar skoueriou mad a roe d’ezho.

Er bloaz 370, Athanarik, roue ar Gothed, en em lakeaz da ober brezel da gristenien he rouantelez. Ordren a eure d’ezho da genta dibri kig hag a ioa bet kinniget e Sakrifis d’ann idolou. Hogen, el leac’h m’edo Sabas o chom, ez oa paianed hag o doa c’hoant da zavetei ho