Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
11 a Ebrel
sant leon i, pab ha doktor

loud hag e trugarez ann Aotrou Doue. Abarz en em ziskouez dirak Attila, e viskaz he ornamanchou sakr, ha goudeze e komzaz gant kement a nerz ouz ar roue digernez-se ma reaz d’ezhan trei krenn var he zeuliou hag en em denna kuit euz ann Itali. Soudarded Attila a ioa souezet o velet peger buhan en doa sentet ouz ar pab ; mes hen a respountaz : « — N’e ket rak ar pab eo em euz bet aoun, mes rak eunn all a ioa enn he gichen hag a c’hourdrouze va zreuzi gant he gleze noaz ma ne rajenn ket ar pez a lavare ar pab d’inn. » Kredi a reer eo sant Per a ioa evelse e kichen sant Leon epad ma komze oc’h Goalenn Doue.

Eunn droiad all goulskoude e oue kemeret kear Rom gant Jenserik, roue ar Vandaled, eur roue hag eur bobl all hag a ioa tost da vad ker kriz ha ker gouez hag Attila hag he arme. Sant Leon a ioa eat adarre da glask diarbenn ar roue-ze ; mez n’en doa ket gellet miret outhan da zont e kear ; obten a eure hebken ma vije lezet ho buez gant ann dud ha ne vije lakeat ann tan e nep leac’h. Ar Vandaled eta a reaz skrab e Rom epad pemzec dez dioc’hto, ha goudeze e tistrojont d’ann Afrik, a ioa kouezet etre ho daouarn eunn tachad a ioa, gant sammou aour hag arc’hant ha gant eur maread prizounierien.

Sant Leon a boaniaz da rapari ann drouk o doa great ar Vandaled. Ne jome var ho lerc’h, kouls lavaret, nemed ann douar noaz enn tiez hag enn ilizou : ar re-ma a ioa bet laeret ive nemed diou, iliz sant Per hag iliz sant Paol. Ar pab a bourveaz hervez he c’halloud da ezommou ar bobl keaz ha da ezommou ann ilizou a ioa bet laeret. Mes he vrasa aked a ioa ato da gelenn ann dud fidel var ho deveriou ha var guirioneziou ar relijion. Prezeg a rea bemdez da gristenien Rom abaoue m’oa bet hanvet da azeza var gador sant Per, ha kristenien ar broiou all a gelenne ive dalc’h-mad dre he liziri. Mervel a eure d’ann dek a viz du euz ar bloaz 461, goude beza gouarnet ann Iliz epad eur bloaz var’nn ugent. D’ann unnek a viz ebrel euz ar bloaz varlerc’h e oue chenchet plas d’he gorf, hag abalamour da ze e vez great he c’houel da genver ann deiz-ma.