Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a Ebrel
237
sant beneat, ar morian


O veza n’oa ket esklav, Beneat en devoa eunn tammik koumanant hag a c’helle dastum eur guennek bennag. D’ann oad a drivac’h vloaz e prenaz eur c’houblad ejenned gant ar guenneien-ze, hag ec’h en em lakeaz da labourat enn he gount he-unan. Mes, a benn tri bloaz goude, eunn ermit santel divar dro a lavaraz d’ezhan eunn devez : « — Petra rez aze, Beneat ? Guerz da ejenned, ro ann arc’hant d’ar paour, ha deuz ganen-me. » Beneat a zentaz var ann heur hag a ieaz da heul ann ermit.

Ne oue ket pell ganthan na zervichaz da skouer d’ann holl ermited all. Diez e vije bet kaout eunn den iaouank ken humbl, ken douget d’ar binijenn ha ken aketuz da viret ar reolenn a vuez a ioa merket d’ezhan. Iun a rea bemdez, ne eve nemed dour, kousket a rea var ar c’halet, hag ouspenn-ze e kastize c’hoaz he gorf e meur a feson all evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered.

Goude beza bevet evelse epad pemzek vloaz, Beneat a c’houlennaz beza resevet e kouent ann Tadou euz a Urs sant Fransez e Palerm. Resevet e oue gant joa, rak anavezet oa dija evit eur mignoun braz da Zoue. Eno e oue karget euz ar gegin, goude m’en devoue great he veuiou. Ar garg-ma oa ann distera hag ar boaniusa euz ar gouent; mes abalamour da ze ne blije nemed muioc’h da Veneat.

Biskoaz keginer n’en devoue kement a fizians e Providans Doue hag ar manac’h nevez ; mes biskoaz ive ar fizians-se ne oue rekoumpanset dre gement a vurzudou. Eunn devez da bardaez, er goanv, ne oa tamm da zibri er gouent a benn antronoz, hag ann erc’h a ioa ken teo ma ne c’hellet ket mont da glask e kear. Petra ra Beneat ? karga a zour ar podou goullou hag ar barazou a ioa er gegin, ha pedi Doue da skuill varnho he vennoz. A benn antronoz, ar podou hag ar barazou-ze a ioa leun a besked, hag ar venac’h ne vankaz ket a voued d’ezho.

Eunn devez all, dioc’h ar mintin, e teuaz tregont mansouner da labourat d’ar gouent. O veza n’edot ket var c’hed anezho enn deiz-se, ne oa netra da rei d’ezho d’ho mern, ha goulskoude e renket ho beva, Ar superior a ioa nec’het dija, mes Beneat a lavaraz: « — Doue a