Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 a Veurs
213
sant vulfrann, eskop

e velaz ar gordenn o terri, ha korf Ovon o tistaga dioc’h ar groug evel eur c’horf maro. Neuze e tosteaz outhan, hag e lavaraz d’ann den iaouank sevel enn he za enn hano Jezuz-Krist. Ann den iaouank a zentaz hag a zavaz raktal enn he za leun a vuez. Ar mirakl-ma a reaz da galz paianed anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Ovon a oue roet da Vulfrann, hag a deuaz goudeze da veza manac’h ha belek.

Eunn droiad all e kouezaz ar blouzenn verr gant daou grouadur da eunn intanvez paour; unan anezho a ioa seiz vloaz, hag egile ne oa nemed pemp. Ar re-ma a oue stlapet er mor da veuzi, hag ar baianed didruez a c’hoarze o velet anezho oc’h en em zifrela evit klask neun ha savetei ho buez. Mes ar Zant a vouele hag a bede Doue, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Ar mor a belleaz enn eunn taol kount dioc’h ann daou grouadur, hag a reaz evel eur c’hae a bep tu d’ezho. Neuze Vulfrann a ieaz d’ho c’herchat, enn eur gerzet var ann dour evel sant Per guech all, hag ho digasaz ganthan var ann aod dirak ar bobl holl estlammet.

Enn dro-ma, Radbod he-unan a c’houlennaz ar vadiziant. Mes d’ann deiz merket evit he vadezi, ha d’ann ampoent zoken ma’z oa dija eunn troad d’ezhan e chapel ar Mean-Fount, ar prins a argilaz, hag a benn tri devez goude, e varvaz heb beza bet badezet.

Sant Vulfrann, o veza distroet e Frans, en em dennaz enn eur gouent euz ann Normandi, el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ac’hano e kendalc’haz da vont eur vech enn amzer da ober baleou d’ann Allemagn. Ann dro ziveza ma’z eaz, ne oue ket hirr he dachad. O c’houzout n’en devoa mui pell da veva, e teuaz buhan e Frans, hag a veac’h oa erruet enn he gouent ma kouezaz klanv. Mervel a eure e peoc’h d’ann ugent a viz meurs euz ar bloaz 721.


SONJIT ERVAD

Skrija a rit marteze o klevet hano euz ar giziou kriz ha dinatur a ioa guech all etouez poblou paian ann Allemagn. Ar seurt giziou-ze, pe re all ker goaz hag hi, a zo bet ive enn hor bro-ni, hag a gaver c’hoaz hirio etouez paianed ann Afrik hag ann Azii evel a c’hellit guelet var Liziri Breu-