Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/220

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
24 a Veurs
sant vulfrann, eskop

Trede, Vulfrann a oue hanvet da eskop e Sans, ha gouarn a eure he eskopti epad daou vloaz hanter gant eur furnez hag eur zantelez vraz. Neuze Doue a lakeaz enn he spered mont da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian euz ann Allemagn. Misionerien all a ioa eat di dija euz a Frans hag euz a Vro-Zaoz ; mes labour aoualc’h a ioa c’hoaz evithan. Rei a reaz eta ann dilez euz he garg a eskop, ha setu hen d’ann Allemagn gant eur guchenn venac’h euz ann Normandi.

Ar Zant ne oue ket pell eno na c’hounezaz eur maread paianed d’ar feiz dre ann nerz euz he gomzou, ha dreist holl dre he viraklou. Etouez poblou ann Allemagn ez oa d’ar mare-ze eur c’hiz kriz ha dinatur : pa errue eur gouel braz bennag, e lakeant tud d’ar maro evit henori ho doueou faoz. Tennet e veze plouz berr, hag ann hini a goueze ar blouzenn verr ganthan a veze raktal beuzet, krouget, pe dreuzet a daoliou kleze.

Eunn devez, eunn den iaouank, he hano Ovon, a ioa o vont da veza krouget evelse abalamour m’en doa bet ar blouzenn verr. Vulfrann, o veza klevet petra ioa sonj da ober, a red buhan da gaout ar prins Radbod, mestr ar vro. « — Roit ann den iaouank-se d’inn-me, emezhan; eunn horrol eo lakaat d’ar maro enn henor d’ann diaoul ann nep a zo bet krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan. » « — Ne c’hellann ket hen rei d’ehoc’h, eme ar prins, anez mont a enep lezenn ar vro. » Ar bobl, diredet d’ar palez da heul ar Zant, a lavare ar memes tra. « — Hon doueou, eme ar baianed-se, a fell d’ezho e ve lakeat Ovon d’ar maro p’e guir eo deuet ar blouzenn verr ganthan. Evelato, emezho, ne reomp ket a fors hag e ve roet da Vulfrann mar gell he-ma savetei he vuez d’ezhan dre c’halloud ann Doue a brezeg d’eomp. »

Var gement-se e oue staget ann den iaouank ouz ar groug var bouez eur gordenn hag a rea ann dro d’he c’houzoug, ha chom a eure div heur dioc’htu a-istribill, he dreid dibrad kaer dioc’h ann douar. Pell a ioa eta a tlie beza trouc’het he halan d’ezhan. Goulskoude ar Zant n’oa ket ehanet da bedi epad ann amzer-ze. Abarz ar fin