Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
12
5 a C’henver
sant simeon stilit


Setu aze penaoz e poanie heb ehana da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. O veza prest da vervel, e lavare dalc’h-mad : « Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn. » Joa ar Baradoz a bare var he zal epad m’edo o reseo he zakramanchou diveza, hag antronoz e tremenaz e peoc’h d’ar pevar a viz genver euz ar bloaz 1588.

SONJIT ERVAD

Anjela ne grede ket, da genta, diskleria he fec’hejou d’he c’honfesour. Kalz tud zo hag a c’hoarvez ann dra-ze gantho, ha goulskoude, anez kovez mad ar pec’hejou, n’euz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Petra vije deuet ar plac’h euruz-ma da veza ma vije bet marvet d’ann ampoent ma’z ea da gommunia heb anzao he fec’hejou gant lealded ? E leac’h beza etouez ar Zent er Baradoz, e vije brema etouez ar re zaonet enn ifern. Mes, gant sikour gras Doue, e c’hellaz erfin trec’hi ar vez e devoa. Ar c’hras-se ne vanko ket d’ehoc’h ken nebeut mar kirit he goulenn gant fizians hag humilite. Pedit ive ar Verc’hez Vari hag hoc’h eal mad da gaout truez ouzhoc’h ; it da ober eur retred pe da govez gant eur belek all, mar oc’h euz re a aoun o tiskleria ho pec’hejou d’ho konfesour ordinal : evelse, ne vezo ket diez d’ehoc’h diskarga ho koustians, ha goudeze, dre ann absolvenn a resevot, e viot lakeat adarre var hent ann Env n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet diagent.





ar pemped devez a viz genver


SANT SIMEON STILIT
————


Buez ar zant-ma a zo eunn eston klevet hano anezhi ; abalamour da ze n’he lakeomp ket ama evit servichout d’ehoc’h da skouer, mes evit rei d’ehoc’h da anaout peger braz eo furnez ha galloud ann Aotrou Doue.

Simeon a ioa ganet e bourg Sisan er Silisii, hag a dremenaz he amzer genta o tiouall ann denved. Eunn devez ma ne c’helle ket ho c’has er meaz abalamour ma rea erc’h, ez eaz d’ann iliz gant he dad hag he vama. Eno e klevaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a vouel ! Euruz ar re zo pur a galoun ! » Raktal e c’houlennaz ouz eunn den koz penaoz e c’hellje kaout