Krist dre hent ar groaz, hag evit kement-se ec’h en em lakeaz da iun, da zioueret ann tammou guella enn he frejou, ha da ober fae var ann dillad brao ha var gement tra a ioa c’houez ar bed ganthan.
Etre daou, e kollaz he mamm, ha prest goude e varvaz ive he fried hag he holl bugale. Ann intanvez geaz a gemeraz neuze sae Trede-Urs sant Fransez evit en em rei holl d’ar bedenn, d’ar binijenn ha d’ann oberiou a drugarez. Eunn devosion vraz e devoa evit ar Bater ; aliez e lavare ar bedenn-ma, hag ato gant eur blijadur nevez. « Biskoaz, emezhi, n’em euz kavet netra guell evit anaout trugarez ha madelez Doue e kenver ann dud eget lavaret ar bedenn-ze, a zo bet great gant Jezuz-Krist he-unan. » Ann orezoun, pe ar bedenn a galoun hag a spered heb lavaret komz ebed a c’hinou, a garie ive kement ma’c’h ankounac’hea ann dibri hag ann eva pa veze o vedita enn he fart he-unan.
A hent all, Anjela ne c’houie ket peur e divije great pinijenn aoualc’h evit pec’hejou he iaouankiz. Sevel a reaz c’hoant ganthi da veza merzerez, ha bez’e devoue e guirionez eur verzerenti hirr da chouzanv euz a berz ann drouk-spered. Doue a lezaz hema d’he zourmanti e peb giz enn he c’horf hag enn he ene, evit ma vije da viken eur skouer a basianted evit ar merc’hed evel ma’z eo ann den santel Job evit ar goazed. He c’horf a deuaz da veza ker klanv, ker sempl ha ker goridik, ma renke chom ato gourvezet heb gellout trei e tu ebed. Mes ar boan a zante enn he ene a ioa goassoc’h c’hoaz; rag tentet e oue enn eur feson skrijuz a enep ar burete hag a enep ann esperans. Chom a eure daou vloaz er stad-se; mes Doue en devoue erfin truez outhi, hag a rekoumpansaz he fidelite enn eur lakaat en he c’haloun eunn tanva euz a joauzded ann Env.
Ar plac’h euruz-ma a ioa ive eunn dudi evithi mont d’ann hospital da gas traou d’ar re glanv, ha da lavaret d’ezho eur gomz vad bennag. Aliez zoken e louzaoue he-unan ho gouliou, hag eunn devez, goude beza louzaouet eunn den lor, a ioa dija brein he zaouarn, ec’h evaz ann dour a ioa bet ganthi o voalc’hi an daouarn-ze.