Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
13 a Veurs
sant gregor, pab ha doktor

eunn dijentil ker pinvidik, a veze kent ar seiz hag ar perlez o lugerni enn dro d’ezhan, guisket brema evel eur paour hag o servicha he-unan ar re baour.

Ar pab Pelaj Eil her c’hasaz da Gonstantinopl da c’houlenn sikour digant ann impalaer Tiber a enep al Lombarded. Obten a reaz ar pez a c’houlenne, ha pa zistroaz da Rom e oue digemeret gant ann holl evel eunn eal a beoc’h. Prest goude e oue hanvet da abad pe da zuperior enn he gouent.

Ar pab Pelaj o veza maro gant ar vosenn, Gregor a oue choazet evit delc’her he blas ; mes ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se. Etre daou ar vosenn a voasea, hag ar Zant a lavaraz ober eur prosesion solanel dre gear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. E penn ar prosesion e oue douget eunn daolenn hag a ioa varnhi imach mamm Doue. Hogen, e kement leac’h ma tremene ann imach sakr, ann ezenn fall a dec’he dirazhan, hag ar bobl o veza tavet eunn tammik, rak ne rea nemed gouela hag hirvoudi, e oue klevet ann elez o kana enn ear :

Regina coeli, lætare, alleluia !
Quia quem meruisti portare, alleluia !
Resurrexit sicut dixit, alleluia !


Ar mirakl-ma a roaz kaloun da C’hregor, ha setu hen hag achui ar c’houblad enn eur gana var ar memes ton :

Ora pro nobis Deum, alleluia !

Kerkent ec’h ehanaz ar vosenn, hag abaoue ann Iliz a gan pe a lavar ar c’homzou-ze, da fin he offisou hag e plas ann Angelus, azalek ar zadorn-Fask betek sadorn ann Dreinded ; rak ar mirakl-ma a erruaz da zadorn-Fask er bloaz 590.

Pa oue ehanet ar vosenn, ar Zant a ieaz da guzat var ar meaz evit miret na vije lakeat da bap. Mes kavet e oue, digaset da Rom enn dro, ha sakret erfin d’ann trede a viz guengolo. Eur vech ma oue azezet var gador sant Per, he humilite a reaz d’ezhan skriva ato e penn he liziri : « Gregor, servicher servicherien ann Aotrou Doue, » hag ar c’hiz-ma a zo bet heuliet a-c’houdevez