Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Veurs
183
sant gregor, pab ha doktor

oc’h en em velet dija koz ha dinerzet dre he labouriou abostolik, sant Paol a roaz ann dilez euz he garg, hag en em dennaz e kouent enez Vaz. Ar c’hount Withur en doa roet he di d’ar Zant evit ober eur gouent anezhan. Er gouent se e varvaz, oajet a ouspenn pevar-ugent vloaz, ar zervicher braz-ma da Zoue, en deuz roet he hano da gear Kastell-Paol hag a zo bet choazet gant Leoniz evit patron ho eskopti.


SONJIT ERVAD

Ar zarpant a zo menek anezhan e buez ar zant-ma a c’helle beza eur guir zarpant; rak meur a vro a zo c’hoaz el leac’h ma’z euz zarpanted hag a zebr e guirionez tud ha loaned. Marteze evelato ar zarpant-se, evel a gred lod, a zinifi ann drouk-spered, a oue kaset kuit euz a vro Leon dre brezegennou ha dre viraklou sant Paol. N’euz fors petra eo, Leoniz ne c’houfent biken trugarekaat re ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da zigas ar misioner santel-ma d’ho zadou koz. Eunn dever eo d’ezho beza ato devot da zant Paol, hag he bedi a dleont dreist peb tra da obten evitho digant Doue ar c’hras ma vezo ho bro bepred din da veza hanvet :

... Eur c’harter demeuz a Vreiz,
El leac’h ne vank morse ar feiz.






ann trizekved devez a viz meurs


SANT GREGOR, PAB HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Gregor a ioa mab da eur senatour romen, hag he-unan e oue lakeat e renk ar senatourien petra bennag ma’z oa c’hoaz iaouank flamm, hag hanvet goudeze da brefet e Rom. Mes aoun en doa ato d’en em goll er bed, ha setu, goude maro he dad, e roaz ann dilez euz he garg evit ober eur gouent euz he balez ha kemeret sae ar venac’h euz a Urs sant Beneat. Heb kounta ar gouent-ze, e savaz c’hoaz c’houec’h kouent all er Sisiil el leac’h m’en doa kalz leve, hag ann nemorant euz he zanvez a ingalaz etre ar beorien. Ann holl a ioa souezet o velet