Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 a Veurs
165
santez koletta, guerc’hez

enn iliz abaoue ann derc’hent. Neuze e lavaraz d’al leanez varo, gant eur vouez grenv : « — Enn hano Jezuz-Krist, savit ! » Kerkent al leanez a zavaz enn he c’houanvez. Koletta a grogaz enn he dorn evit he zikour da zont er meaz euz he arched, ha goudeze e kasaz anezhi da draon ann aoter. Kerkent ive ann dud a ioa enn iliz, ha kalz oant rak ann iliz a ioa leun-chek, en em lakeaz holl da grial a bouez-penn : « Mirakl! mirakl! Pebez galloud n’e deuz ket ar zuperiorez jeneral dirak Doue ! Digas adarre e buez unan hag a ioa maro pevar devez zo, biskoaz kement all ! »

Epad ann amzer-ze, al leanez a ioa o kovez gant belek ar gouent. Enn dro-ma avad e tiskargaz piz he c’houstians. Pa oue echu he c’honfession ganthi; e tistroaz da draon ann aoter da ober he finijenn. Gouela hag hirvoudi a rea, ma’z oa eunn druez he c’hlevet. Goudeze e lavaraz a vouez huel d’ann dud a ioa enn iliz: « − Ann diaoul, emezhi, a felle d’ezhan va c’has ganthan d’ann ifern pa deuaz eunn eal d’am difenn euz a berz ar Verc’hez. Oh ! peger reuzeudik eo ann hini a varv e stad a bec’hed marvel ! Peger skrijuz eo en em gaout var bord ann ifern ! Nann, teod ann den ne c’houfe biken rei da anaout enkrez ha spount eunn ene hag en em vel prest da veza stlapet e kreiz ar mor-ze a flammou. » O veza komzet evelse, al leanez a ieaz adarre enn he arched, hag eno e tremenaz evit ann eil guech.

Santez Koletta a varvaz e peoc’h e kear Gand er Beljik d’ar c’houec’h a viz meurs 1447, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. Daou zevez araok he maro, e devoa lavaret lakaat d’ezhi var he fenn ar voal e devoa bet digant ar pab p’oa bet hanvet ganthan da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara.


SONJIT ERVAD

Santez Koletta, enn amzer he iaouankiz ha d’ar mare m’edo c’hoaz er bed, a bede Doue da tamet he gened diganthi. Peger stank n’eo ket hirio, er c’hountrol, ar re ne zonjont nemed da vaga ho gened, hag a implij kalz amzer oc’h en em gempenn hag oc’h en em ficha! Evit