Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
6 a Veurs
santez koletta, guerc’hez

beo. N’e devoa evit guele nemed ann douar pe eur plankenn. Enn deiz ne gaozee ouz den, hag enn noz e chome pell hag hirr da bedi. Aliez ive e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne gemere tamm boued ebed nemed ar gommunion.

Tri pe bevar bloaz a ioa m’edo Koletta o ren ar vuez-se pa anavezaz oa galvet gant Doue da zigas d’he stad kenta Urs leanezed santez Klara, da lavaret eo, da lakaat heul adarre enn Urs-ma ar reolenn a ioa bet heuliet ennhan da genta. Mont a eure raktal da c’houlenn digant ar pab ar c’halloud a renke da gaout evit kement-se. Ar pab he digemeraz gant eur vadelez a dad, hag a roaz d’ezhi dioc’htu ar c’halloud a c’houlenne.

Hogen, ar Zantez e devoue kalz poan o kas al labour-ze da benn. Eur maread tud en em zavaz enn he enep, hag e meur a leac’h e oue great goab anezhi. Mes gant sikour gras Doue ne deuaz ket da fallgalouni, hag abarz ar fin e oue treac’h d’ann holl gontrolieziou.

0 veza bet hanvet da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara, Koletta a iea bep bloaz da ober eunn dro e kement kouent a ioa enn Urs-se. Eur blavez m’edo e Besanson, e varvaz eul leanez e kouent Poligni, hag al leanez-ma en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret oa maro e stad fall abalamour m’e devoa nac’het pec’hejou grevuz ouz he c’honfesour. « Mes, emezhi, va barnedigez zo bet appellet var reked ar Verc’hez, ha brema me ho ped d’en em zervichout euz ar c’halloud vraz oc’h euz dirak Doue evit miret ouzinn da veza daonet.» Koletta a gemennaz raktal da zuperiorez Poligni chom heb ober ann enterramant ken na erruje eno he-unan. Erruout a reaz a benn ann trede deiz dioc’h ann abardaez ; ar c’horf a ioa dija enn he arched, mes re zivezad oa evit ober ann enterramant enn devez-ze.

Ar Zantez a dremenaz ann noz holl o pedi. Antronoz-vintin e teujot da c’houlenn diganthi petra ioa da ober, hag hi a respountaz : « — Lavaret ann offis hervez ar c’hustumm. » Mont a reaz he-unan d’ar c’heur gant al leanezed all. Mes, pa oue echu ann offis, e tiskennaz ouz ar balustrou, hag e roaz urs da dostaat ann arched a ioa