Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
5 a Veurs
sant iann-joseph ar groaz

tho. Obten a reaz digant ar pab ma vije dizammet euz he garg a zuperior jeneral, ha neuze ec’h en em dennaz e kouent Napl el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez.

Epad m’edo eno, eur marc’hadour lunedou euz a gear, Visant he hano, a ieaz eur mintinvez d’he gaout gant eur paotrik pemp miz hag a ioa goall glanv. « — Tad, emezhan, roit ar iec’hed d’am faotrik. » (Iann-Joseph en devoa ann donezoun a viraklou). Mes ar Zant a respountaz : « — Doue a c’halv ar c’hrouadur-ma davethan ; red eo senti ouz Doue. » « — Mar kollann va mab, eme ar marc’hadour, me lezo greg ha stal, hag a ielo da redet bro. » — « Diouallit, eme ar Zant ; ho mab a vezo eur groaz pounner evidhoc’h mar chom beo ; distroit eta d’ar gear, ha grit mad ho sonj. »

Goude kresteiz, Iann-Joseph a ia da di ar marc’hadour lunedou. « — Ac’hanta, Visant, emezhan, great oc’h euz ho sonj ? » « − Ia, eme ar marc’hadour ; me fell d’inn e chomfe va mab beo. » « — Mad, chom a rai, » eme ar Zant enn eur vont er meaz.

Ar paotrik a bareaz raktal, mes a benn eiz dez goude e teuaz da veza tort dioc’h ann araok ha dioc’h ann adren. Beva a eure evelse betek ann oad a dri bloaz ; mes ne greske tamm, ne lavare ger ha ne rea van euz a netra ; he dad hag he vam a ioa rannet ho c’haloun. Ar marc’hadour lunedou ne grede mui tostaat ouz Iann-Joseph. Abarz ar fin evelato, goude beza bet o kovez hag o kommunia, ez eaz d’en em strinka d’he dreid enn eur c’houlenn pardoun digant Doue. Neuze ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Pardounet oc’h, Visant ; mes hiviziken bezit ato prest da rei ho pugale da Zoue pa blijo ganthan ho lamet diganehoc’h. » A veac’h oa distro ar marc’hadour d’he di ma varvaz he vab enn eur vouzc’hoarzin outhan evit ar vech genta.

Iann Joseph ar Groaz a varvaz he-unan d’ar pemp a viz meurs 1739. Kerkent ne oue klevet dre holl ruiou Napl nemed ar c’homzou-ma : « — Ar Zant zo maro ! Deomp da velet ar Zant! » Kementa viraklou a c’hoar vezaz var he vez ma oue diskleriet euruz gant ar pab