Ann novis nevez a gemeraz evit skouer sant Fransez a Asiz ha sant Per a Alkantara, hag heb dale e teuaz he-unan da zervichout da skouer d’ann novised all. Goude beza great he veuiou, e chomaz c’hoaz tri bloaz e kouent Napl, hag epad ann amzer-ze e poaniaz muioc’h-mui da zistaga he galoun dioc’h traou ann douar ha da vervel d’ezhan he-unan. Evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered, e iune meur a zevez er zizun divar bara ha dour. Ouspenn m’oa goloet he gorf a c’hourizou reun, e touge c’hoaz var he gein hag enn he gerc’henn kroaziou hag a ioa ennho tachouigou hirr ha lemm ho beg.
Ne eve morse a vin, ha ne morse a besked. A veac’h ma kouske teir heur bemnoz, ha p’en em roe da gousket, e chome ato var bennou he zaoulin, he benn harp ouz eur voger.
Er bloaz 1674, e oue kaset da Biedimonte, el leac’h m’edot o sevel eur gouent nevez. Eno e labouraz kement hag e kendalc’haz da ren eur vuez ker pinijennuz ma kouezaz goal glanv ; mes pa zonje d’ann holl oa dija tost he heur diveza, e oue pareet enn eunn taol kount dre eur mirakl a reaz ar Verc’hez enn he genver.
D’ann oad a dri bloaz var’nn ugent, e resevaz ann Ursiou sakr, hag er bloaz varlerc’h e oue hanvet da Vestr ann novised e kouent Napl. Er bloaz 1688, ez eaz d’ar gear da velet he vamm a ioa prest da vervel. He genvroiz, o veza klevet hano euz he vertuziou braz hen digemeraz gant kalz a henor. « — Ema erru ar Zant, emezho ; deomp da ziambroug ar Zant. » Mes ann henoriou hag ar meuleudiou-ze a rea mez d’he humilite. He vamm en em erbedaz d’he bedennou hag a varvaz euruz etre he zivreac’h. Kana a eure evithi offerenn ann enterramant, ha goudeze ec’h heuliaz he c’horf betek ar bez.
Iann-Joseph ar Groaz a ioa bet dija diou vech Mestr ann novised e Napl, ha diou vech all superior e Piedimonte, pa oue choazet evit superior jeneral euz he Urs. Mes aoun en doa ato d’en em goll er c’hargou huel, ha bep tro ma veze savet eunn tammik dreist ar re all, e veze mall ganthan diskenn adarre er memez renk gan-