Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a C’houevrer
143
santez marc’harit a gortoon

dremen ann hanv varnhed eur c’hart heur bale diouz he c’hear. Eunn nozvez e kuiteaz ti he zad enn eur grena evit mont gant ann dijentil-ze da Vonte-Pulsiano, el leac’h m’edo o chom.

Ne oa nemed peder leo da vont di, mes eul lenn a ioa da dreuzi, hag epad m’edo he choumpagnoun hag hi o treuzi al lenn-ma e bag, ar vag a droc’holiaz, ha Mac’harit a gouezaz enn dour hag a oue dare d’ezhi beza beuzet. Mes Doue en devoue truez outhi, hag e c’hellaz savetei he buez.

Mac’harit a dremenaz nao bloaz e ti ann dijentil en devoa he zouellet. Epad ann amzer-ze oa guisket evel eunn introun vraz : ann aour hag ar perlez a lugerne etouez he bleo blansonet; mes n’oa ket eurusoc’h evit kement-se. Eunn dreana ioa enn he c’haloun hag a rea kalz poan d’ezhi; ann drean-ze oa ar zonj euz he mamm hag euz a Zoue he bugaleach. Aliez ec’h en em denne a gostez, enn eur plas distro bennag, ha neuze e lavare ennhi he-unan : « Ama avad e ve brao pedi Doue ; ama avad e ve eur plas brao da ober pinijenn ! » Mes n’e devoa ket ann nerz da derri he jadenn ha da guitaat ann dijentil m’edo o veva ganthan.

Eunn devez ann dijentil-ma a ieaz da velet tammou douar en doa var ar meaz, ha ne deuaz ket d’ar gear da loja. Antronoz hag antronoz all, kelou ebed anezhan ken nebeut. Mac’harit, nec’het-maro, a gas eur mevell d’he glask. Epad m’edo o c’hortoz ar mevell da zistrei, setu ar giez a veze ato oc’h heul ann dijentil o tont enn ti enn eur iudal, hag hi o kregi e lostenn Mac’harit enn eur jacha anezhi etrezek ann or. Mac’harit a ia er meaz var-lerc’h ar giez. Houma a gemer da genta hent Pouzzool ; mes a benn eur c’hart heur mad a vale e tro enn eur park, hag abarz ar fin e chom a za dindan eur vezenn zero. Eno e tiroll da iudall goasoc’h-goaz hag en em laka da skrabat ann douar, endra c’hell. Dizelei a ra evelse breac’h eunn den maro, ha goudeze he benn, a ioa dija ar prenved ganthan hag a daole eur c’houez pounner. O truez ! Mac’harit a anavez korf ann dijentil iaouank, hag a gouez d’ann douar semplet.