Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/150

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
26 a C’houevrer
santez mac’harit a gortoon

vuez hag he rouantelez, hag ar Zant a c’hellaz adarre beva e peoc’h.

Tarez a c’houarnaz he eskopti epad daou vloaz var’nn ugent gant eur furnez hag eur zantelez vraz, ha pa varvaz, d’ar 25 a viz c’houevrer euz ar bloaz 806, Konstantinopl holl a zougaz kanv d’ezhan. Ann impalaer Nisephor en em daolaz var he gorf enn eur vouela hag enn eur lavaret: « Kollet em euz va mestr ha va zad, » hag ar bobl holl a gemmeskaz he zaelou gant re ann impalaer. — Ar Zant a oue enterret e chapel eur gouent en doa lakeat sevel var bord ar mor, ha Doue a henoraz he vez dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa eunn den dous, mes eunn den stard enn he zever oa ive, hag abalamour da ze ne varc’hataz ket evit delc’her penn d’ann impalaer pa falvezaz d’ezhan ober eunn dra kountrol da lezenn Doue. Eveldhan, bezit bepred dous e kenver ar re all ennho komzou hag enn hoc’h oberiou ; mes bezit ato ive stard enn ho tever, ha ne d-it morse, var digarez miret oc’h trouz pe oc’h droulans, da asanti d’ar pez a c’houzoc’h ervad a zo pec’hed ha difennet gant Doue pe gantann Iliz.




ann c’houec’hved var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANTEZ MAC’HARIT A GORTOONN, PENITANTEZ
————



Marc’harit a ioa merc’h da eul labourer douar euz ann Itali, hag a oue kelennet mad gant he mamm enn he bugaleach. Mes koll a reaz abred he mamm, hag he zad o veza bet dimezet adarre, he lesvamm a oue kriz enn he c’henver. Sevel a eure eta da blac’h iaouank heb kaout eur vamm garantezuz hag eveziant d’he difenn enn danjeriou.

Hogen, Doue en doa roet da Vac’harit eur gened hag a denne varnhi sellou ann holl. Mes siouaz! o veza ne anaie ket c’hoaz ar bed, ne zifiziaz ket aoualc’h anezhan, ha d’ann oad a drivac’h vloaz ec’h en em lezaz da veza touellet gant eunn dijentil iaouank a deue da