Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
23 a C’houevrer
sant per damian, eskop ha doktor


Goude eta beza bet eur pennad oc’h ober skol, e reaz he zonj d’en em denna enn eul leac’h gouez ha distro, etouez menac’h hag a heulie eur reolenn a vuez euz ar re strisa. Iun a reant aliez divar bara ha dour, bemnoz e savent da bedi Doue hag ato e valeent var ho zreid noaz. Ar Zant n’en devoue ket a boan oc’h en em voaza dioc’h ar vuez-se ; rak dija, epad m’edo er bed, e touge eur c’houriz reun hag e chome pell da veilla araok mont da gousket.

Abarz nemeur ne oue manac’h ebed er gouent hag a vije ken humbl, ken devot ha ker sentuz hag hen. Pa veze enn he gambr, e rea diou lodenn euz he amzer: eul lodenn a roe d’ar bedenn hag eul lodenn all d’ar studi. Evelse e teuaz buhan da veza ken habil var ar skianchou sakr ha ma’z oa dija var skianchou ar bed. Neuze ann Tad abad her c’hargaz da brezeg d’ar venac’h all, hag hen ober a eure gant kement a nerz hag a frouez ma oue goulennet ive da vont da zarmoun er c’houenchou divar dro.

Etre daou e varvaz ann Tad abad, ha Per Damian a oue choazet evit delc’her he blas. N’en doa ket a c’hoant da gemeret ar garg-se ; mes red e oue d’ezhan senti. O veza abad, e poaniaz dreist peb tra da lakaat ar peoc’h, ann humilite hag ar garantez da ren etouez he venac’h. Sevel a eure pemp kouent nevez, ha lavaret a c’heller gant guirionez e oue evel eunn eil foundatour euz he Urs.

Ar brud euz he zantelez hag euz he virit dreist-ordinal a rea d’ar pabed ha d’ar brinsed kaout eunn istim vraz evithan. Ar pab Stephan Nao a zonjaz erfin he denna euz he gouent hag her greaz eskop ha kardinal enn despet d’ezhan. Soubla a eure enn eur vouela da volontez vikel Jezuz-Krist, ha biskoaz eskop ne labouraz gant muioc’h a aked evit silvidigez he bobl.

Evel kardinal, e oue karget gant ar pabed a bep seurt kefridiou. Ar Zant oa ho den bep vech maveze, enn tu-ma pe enn tu-hont, enebourien da unani, eunn dizurs ennag da ziarbenn. eur c’hiz fall da zisc’hrizienna pe eur gudenn bennag da zirouestla ; ha bep tro ive e teue