Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a C’houevrer
135
sant per damian, eskop ha doktor


great evidon da zeiz va badiziant. Ia, euz a greiz va c’haloun me fell d’inn trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou: trei kein da Zatan, da lavaret eo, d’ann drouk-spered, tad ar gaou, d’ann hini a zo bet muntrer ann eneou abaoue ar penn kenta euz ar bed; trei kein da bompou Satan, da lavaret eo, da genteliou faoz ar bed, d’he vraoigou ha da gement tra goullou ha difoun a zo ennhan; trei kein da oberiou Satan, da lavaret eo, d’ar pec’hed ha da gement tra a zoug d’ar pec’hed. Kristen ounn, Jezuz-Krist eo va Mestr ha va Roue, hag enn he zervich hebken e fell d’inn hiviziken lakaat va holl gloar ha klask va holl joa ha va holl euruzded.






ann trede var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT PER DAMIAN, ESKOP HA DOKTOR EUZ AN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a gear Raveenn enn Itali. Iaouankik oa c’hoaz pa gollaz he dad hag he vamm, ha neuze e kouezaz etre daouarn unan euz he vreudeur hag a oue kriz meurbed enn he genver. Ne roe ket hanter-voued nag hanter-zillad d’ezhan; he lezel a rea diarc’henn, skei a rea ganthan aliez, hag e leac’h he gas d’ar skol pa oue deuet enn oad da vont, e kasaz anezhan da ziouall al loaned. Goulskoude ar minor paour en devoa eur galoun vad. Eunn devez e kavaz eur pez arc’hant var he hent, ha raktal, heb sonjal en doa ezomm aoualc’h he-unan, e roaz ar pez arc’hant-se da eur belek enn eur bedi anezhan da lavaret eunn offerenn evit he dad hag he vamm.

Bez’en devoa eur breur all hag a ioa persoun e Raveenn. Hema,o veza klevet pebez buez a reat d’he vreur bihan, her c’hemeraz enn he di, ha goudeze hen lakeaz er skol gant mistri habil. Per en doa eur spered lemm, hag he vrasa plijadur oa lenn ha studia. Evelse e teske enn eur miz kement hag ar re all enn eur bloaz, hag heb dale e oue goest da veza mestr he-unan. Digeri a eure eur skol hag a oue darempredet kalz gant ar vugale, ha dioc’h ar skol-ma en devije gellet beva enn he eaz ; mes ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei he ene, hag aoun en doa ato d’en em goll er bed.