Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/134

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
19 a C’houevrer
sant konrad



ar naontekved devez a viz c’houevrer


SANT KONRAD, EUZ A DREDE-URS SANT FRANSEZ
————



Konrad a ioa eunn dijentil euz a gear Plezans enn Itali, hag a dremene he holl amzer, kouls lavaret, o chaseal. Eunn devez m’edo o redet varlerc’h eul loan gouez, hema a ieaz da guzat enn eur vodenn vraz a zrez hag a spern. Evit he gas ac’hano, ar chaseour a roaz urs d’he vevellien da lakaat ann tan er vodenn. Mes ann avel a boulzaz ar flamm larkoc’h, hag ar goueriated divar dro a oue devet kalz traou d’ezho. O velet ann dra-ze, Konrad en em dennaz buhan d’ar gear heb diskouez netra da zen.

Goulskoude ar re a ioa bet devet he zraou a obtenaz digant ar gouarner ma vije great eunn enklask evit gouzout piou en doa lakeat ann tan. Diskredi a rejot var eur paour keaz hag ar paour keaz-ma a oue koundaonet d’ar maro. Pa glevaz Konrad ar c’helou-ze, ne c’hellar mui herzel, kement oa krignet gant rebechou he goustians. Mont a eure raktal d’en em ziskuill he-unan d’ar gouarner enn eur lavaret oa hen ar penn-kaoz euz ann drouk a ioa c’hoarvezet, hag oa prest da zigoll ar goueriated betek ar guennek diveza euz ar gaou en devoa great outho. O veza maz oa eunn den honest hag eunn den a henor, ar gouarner a fiziaz enn he c’her hag hen lezaz da zistrei d’ar gear.

Kerkent e verzaz he oll zanvez, fount hag all, hag he bried a roaz ive ar pez e devoa dioc’h he c’hostez evit sikour paea ann traou a ioa bet devet. Oc’h en em gaout neuze var ann douar noaz, Konrad a anavezaz pegen didalvez eo madou ar bed-ma hag en em droaz holl varzu Doue. He bried en em c’hreas leanez e Plezans, hag hen, heb lavaret kenavo d’he gerent ha d’e vignouned, a ieaz he-unan hag enn noz da Gorvolare, el leac’h ma’z oa menac’h euz a Drede-Urs sant Fransez. Goude beza