Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/133

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a C’houevrer
125
sant simeon, eskop ha doktor

sentet dioc’htu, hag a ioa en em dennet gant ann dud fidel enn tu all d’ar Jourden. Eno e chomjont keit ha ma padaz ar vrezel.

Pa oue echu, ar gristenien a zistroaz da Jerusalem gant ho eskop, hag a zavaz tiez nevez e plas ar re a ioa bet pilet. Ann niver anezho a greske a zeiz da zeiz, hag ar miraklou a c’hoarveze enn ho zouez a reaz da eur maread Iuzevien anaout Jezuz-Krist evit ho Zalver hag ho Doue. Simeon a zride he galoun o velet ar relijion oc’h en em astenn, ha kendelc’her a eure da c’houarn he eskopti gant eur furnez hag eur zantelez vraz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz.

Ne c’houezer ket penaoz ne oue ket sonjet ennhan epad ann enklask a reaz ann daou impalaer Vespasian ha Domisian euz ann dud a ziskenne euz a lignez ar roue David : lezet e oue neuze e peoc’h. Enn amzer ann impalaer Trajan avad, e oue diskuillet d’ar gouarner Attikus. Hema a eseaz da genta lakaat anezhan da ginnig ezans d’ann doueou faoz, enn eur gomz outhan dre gaer. Mes ar Zant a respountaz raktal n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eunn Doue, hag o klevet ar respount-ma ar gouarner a roaz urs d’he skourjeza betek ar goad ha d’he vourrevi heb truez ebed epad meur a zevez dioc’htu.

Simeon a c’houzanvaz ann tourmanchou-ze gant eunn nerz kaloun hag a lakea ann holl da veza souezet. Ne goumprenet ket penaoz e c’helle eunn den, deuet d’ann oad-se, beza ker kalet ouz ar boan. « Eur mirakl eo, » a lavare dija meur a hini. Attikus a goundaonaz erfin ar Zant da vervel var ar groaz. Ar zetans-ma a reaz eur joa vraz da Zimeon, ha betek he huanad diveza ne ehanaz da veuli ha da drugarekaat ann Aotrou Doue. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist a ziskouezaz he garantez e kenver sant Simeon, he genderv, o choaz anezhan abred evit unan euz he ziskibien, hag o rei d’ezhan goudeze ar c’hras da veza eunn eskop santel ha da gaout eur maro henvel ouz he hini. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hor c’herent: red e d’eomp klask dreist peb tra silvidigez ho ene, hag ober ar pez a zo enn hor galloud evit ho zikour da veva ha da vervel santelamant.