Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a C’houevrer
123
sant simeon, eskop ha doktor


ar gouel. Mes ar gemenerez a respountaz n’e devoa nemed he micher evit beva hag e renke kaout boued d’ann deiziou gouel evel enn deiziou all. A veac’h e doa komzet evelse ma oue seizet-holl heb gellout finval nikun euz he izili. Neuze ec’h anavezaz he faot, hago veza iunet epad eiz dez, e pedaz ar Zant da vont d’he guelet. Guevrok a ieaz hag a bareaz anezhi dioc’htu enn eur ober sin ar groaz varnhi. Abalamour da ze e peder sant Guevrok ouz ar remm hag ouz ann droug izili.

E memor euz ar mirakl-ma, ar gemenerez a roaz he zi d’ar Zant, ha Guevrok a reaz anezhan eur chapel enn henor d’ar Verc’hez. E plas ar chapel-ze, var a gounter, e oue savet divezatoc’h iliz ha tour kaer Kreisker.

Sant Guevrok a glauvaz e Landerne enn eur ober tro ann eskopti, hag a varvaz leun a veritou var dro ar bloaz 547 goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Ama e velomp pegement a gaz en deuz Doue oc’h al labour da zul. Doue a ro d’ehoc’h ar c’houec’h devez euz ar zizun evit labourat peb hini ac’hanhoc’h hervez he stad hag he vicher. Mes ar zul avad en deuz miret evithan, ar zul a fell d’ezhan a-grenn a ve implijet enn he zervich. Implija eta ar zul enn ho servich hoc’h-unan a zo laerez ann Aotrou Doue ; labourat da zul a zo ober ar memes tra evel pa ne anavezfac’h mui ann Aotrou Doue evit ho Mestr. Eur c’hristen a dlefe kaout mall ato da velet ar zul o tont, abalamour repoz ar zul a zigas d’ezhan da zonj hag a ro d’ezhan eunn tanva euz ar repoz heb fin a zo ouz he c’hortoz er baradoz. P’en deuz eur c’hristen tremenet ar zul e servich Doue, e kav he ene dioc’h ann noz iac’heat ha laoueneat hag he gorf a zo diskuiz da staga adarre d’al labour epad ar zizun varlerc’h.






ar trivac’hved devez a viz c’houevrer


SANT SIMEON, ESKOP HA MERZER
————


Simeon a ioa mab da Gleophas ha niz da zant Joseph. Diskenn a rea eta euz a lignez ar roue David, hag hervez al lezenn oa kenderv gompez d’hor Zalver. N’euz douetans ebed ne oue ive unan euz he genta diskibien ;