Meskaout a rea d’ezhan ez ea re a dud di d’he velet, ha setu hen hag ober he zonj d’en em denna enn eur plas distrooc’h ; rak he vrasa plijadur oa beva he-unan gant Doue. 0 veza eta roet ann dilez euz he garg ha lakeat henvel eunn abad all, e lavaraz kenavo d’he venac’h, a ioa rannet ho c’haloun ha beuzet enn ho daelou hag e skoaz etrezek Leon. Erruout a reaz evelse e parrez Plouzeniel, enn eunn draonienn hag a zo var ann hent da vont euz ar bourg da Gerzent. Enn draonienn-ma, hanvet a-c’houdevez, Traon-Guevrok, e chomaz daou vloaz da ober he ermitach, hag epad ann daou vloaz-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Gant skourrou guez en doa savet eur chapelik da offerenna hag eunn toullik-kambr evithan he-unan.
Mes kaer en doa Guevrok klask beza dianavezet, he zantelez hen diskuillaz. Sant Paol, eskop Leon, o veza deuet da Blouzeniel, a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he gas ganthan da Gastell. Argila a eure da genta ; mes sant Paol a reaz kement varnhan ma sentaz erfin. Neuze e oue great chaloni hag hanvet da vikel vraz, hag hiviziken ec’h implijaz he holl amzer o prezeg hag o sikour sant Paol da c’houarn he eskopti. A hent all goulskoude e veve hag ec’h en em viske ken dister ha diagent. Ne zebre peurvuia nemed bara ha louzeier glaz, ha ne eve nemed dour. Setu aze ar boued a roe d’he gorf ; mes he ene a vage dalc’hmad dre ar bedenn a galoun.
Eur zulvez vintin m’edo oc’h ober eur bale var ar meaz, e kavaz eur c’houeriad o trouc’ha drez ha spern da stanka eur ribin. Raktal en em lakeaz d’he skandalat enn eur zigas da zonj d’ezhan oa difennet labourat da zul. Mes ar c’houeriad ne reaz van evit klevet Guevrok hag a gendalc’haz da labourat. Hogen, paea a reaz ann dra-ze ; rak ar fals a jomaz stag ouz he zorn ken na zeuaz da Gastell da c’houlenn pardoun digant Doue ha digant ar Zant.
Eunn devez all, da unan euz a c’houeliou ar Verc’hez, e velaz eur gemenerez iaouank o c’hriat var dreujou he dor. Kerkent ez eaz da lavaret d’ezhi paouez ha respeti