Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/123

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 a C’houevrer
115
sant valantin, merzer

oa prest d’en em rei pa lavaraz prefet kear :« — Guelet a rit? Ema touellet hon impalaer gant ar c’hristen-ze. Daoust ha mont a raimp-ni da guitaat ar relijion on euz desket gant hon tadou koz ? »

Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun Glaoda. Kemeret a reaz aoun rak ar re a ioa da dosta d’ezhan, ha setu hen hag abandouni Valantin etre daouarn ar prefet. Hema a gargaz Aster, he eil, da varn ar belek santel.

Valantin a oue kaset raktal da di Aster, hag en eur erruout eno e pedaz ann Aotrou Doue da rei da dud ann ti-ze, a ioa holl paianed, ar c’hras da anaout Jezuz-Krist, guir sklerijen ar bed. Aster a glevaz He bedenn, hag a lavaraz d’ezhan : « — Penaoz e c’hell eunn den a skiant eveldhoc’h-hu lavaret eo Jezuz-Krist a guir sklerijenn ? » « — N’e ket hebken ar guir sklerijenn eo, eme Valantin ; mes n’ez euz nemethan hag a c’hellfe rei sklerijenn da gement den a deu er bed-ma. » « — Bremaik, eme Aster, me velo ha guir eo ann dra-ze. Me’m euz eur verc’h vihan hag a zo dallez daou vloaz zo ; mar gellit he farea, me gredo e Jezuz-Krist hag a raio ar pez a gerot. »

Digaset e oue ar verc’h dirak ar Zant, ha Valantin, enn eur ober sin ar groaz var he daoulagad, a lavaraz gant eur feiz krenv : « — Aotrou Jezuz-Krist, guir Doue ha guir den, o c’houi oc’h euz roet ar gueled d’ann den ganet dall a zo hano anezhan enn Aviel, hag a fell d’ehoc’h e ve ann holl salvet, selaouit pedenn eur pec’her paour ha grit ma velo ar verc’h-ma ker sklear ha biskoaz. » Kerkent e teuaz adarre ar gueled d’ann dallez vihan.

Aster hag he bried en em strinkaz neuze da dreid ar belek santel enn eur c’houlenn outhan petra dlient da ober evit en em zavetei. Valantin a lavaraz d’ezho bruzuna ho holl idolou, iun epad tri devez, pardouni da gement hini en doa ho offanset hag en em lakaat e stad da reseo ar vadiziant. Senti a rejont a boent da boent, hag heb dale e ouent badezet asambles gant holl dud ho zi. Ar re-ma a ioa pevar ha daou-ugent anezho, hag o devoue