Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/122

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
14 a C’houevrer
sant valantin, merzer



ann pevarzekved devez a viz c’houevrer


SANT VALANTIN, BELEK HA MERZER
————



Ar zant-ma a veve e Rom enn amzer ann impalaer Glaoda, eil euz ann hano. Prezeg a rea ann Aviel gant kalz a frouez, ha dre he humilite, he zousder hag he garantez evit ar beorien, e c’houneze kalounou ann holl : ar baianed ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan.

Ar brud a gement-se o veza eat betek ann impalaer, hema a reaz dastum Valantin hag he deuler er prizoun karget a jadennou. A benn daou zevez goude, e c’halvaz anezhan da vont d’he gaout, hag ec’h en em lakeaz, da genta, da gomz outhan dre gaer. « — Valantin, emezhan, perak ne fell ket d’ehoc’h beza mignoun d’inn, p’e guir em euz c’hoant va-unan da veza mignoun d’ehoc’h. » « — Prins, a respountaz ar belek santel, ma’c’h anavezfac’h ann Doue a adorann, c’houi a ve euruz hag ho, rouantelez ive. Neuze c’houi a drofe kein d’ann idolou ; rak n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist eo he Vab. »

Etre daou, unan euz a dud al lez a c’houlennaz ouz Valantin petra zonje euz ann doue Jupiter hag euz ann doue Merkuur. « — Sonjal a rann, eme ar Zant, eo diez ren eur vuez falloc’h ha direoloc’h eged hini ar re-ze. » O klevet eunn hevelep respount, ann den a lez a lavaraz en doa Valantin komzet a enep ann doueou hag a enep ar re a ioa e penn ar c’houarnamant.

Mes ar Zant a gendalc’he da gelenn ann impalaer var guirioneziou ar feiz : he alia a rea da ober pinijenn, da gredi e Jezuz-Krist ha da reseo ar vadiziant. « — Evelse, emezhan, e saveteot hoc’h ene, hag ec’h obtenot digant Doue ar viktor var hoc’h holl enebourien. » Glaoda a zelaoue anezhan gant plijadur, ha dija zoken