E 225 kent H. S., en Etruria, en em gav ar Gelted, da guz-heol, kenver-ha-kenver gant eun arme roman. Chom a reont a-sav, ha, serret an noz, e krogont tantadou evel evit kampa. Neuze e kasont a vagadou, sioul-bras, o holl droadeien war-du kêr Faesulae e-lec’h e tleont ehana ha sevel eun eil gamp e-keit ha ma van ar varc’heien er c’hamp kenta da zerc’hel ar Romaned dindan o fazi. Da darz an deiz ar re-man a zifazias : steuziet e oa troadegiez ar Gelted, hag ar varc’heien, o pignat war o jaoiou, a steuzias ivez d’o zro timat, nemet e lezjont gant ar Romaned amzer a-walc’h da vont d’an armou ha d’o heulia. Gant ar spi e trec’hfe aes d’an dec’hidi-se, e redas ar penn-kadour roman war o roudou. Evel ma wele en dremwel mogeriou Faesulae, a-greiz-holl e tiguzas troadegiez ar Gelted, ha hi diskuizet hag urziet mat, hag e sailhjont gant e arme. 6.000 Roman a gavas o maro en emgann-se ; ar re-all a dec’has.
E 216 kent H. S., en Itali, ar Gelted, kelou d’ezo e tlee an arme roman, enni 25.000 a dud, treuzi ar c’hoad bras a anved e keltieg Litana, a heskennas an holl wez en daou du d’an hent, doun a-walc’h, e doare ma chomfent en o sav nemet e vije trawalc’h eus eun taolig-bount d’o lakaat da goueza. Pa voe an holl Romaned o kerzout war an hent striz ha diaes, e roas ar Gelted al lusk d’ar gwez pella hag, a bell da nes, ar c’hoad a-bez a ziskaras. Kement na voe ket flastret a rankas mervel dindan taoliou ar Gelted.
E 196 kent H. S., Korolamos, roue ar Voged (eur boblad keltiat eus an Itali), a ya d’eun arme roman, p’edo, faez gant eun derveziad kerzout, o sevel difennou en-dro d’he c’hamp, hag a laz d’ezi 3.000 a dud.
En Azi-Vihana, ar Gelted, war-nes skoulma eun emgann gant Attalos, roue Pergam, a fizias o aour hag o arc’hant e mirourien leal, gant ar gourc’hemenn, ma vije drouziwez, d’o fenna war an douar. En gortoz e oant dre an taol-se da virout ouz an enebour da redek war o lerc’h.
E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar Velged, savet aon ganto na vije al lec’h a zalc’hent grounnet gant ar Romaned, a zaspugn a verniou bras, hed-da-hed gant talbenn o arme, hordennou-kolo ha keuneud. D’an abardaez, war eun arouez divizet, e krogont an tan enno e meur a lec’h. Ar riblennad hir-se a flamm hag a voged o c’huzas prestik ouz sellou ar Romaned. Ne voe ket marc’heien Kaesar evit ober d’o mirc’hed mont dreist ar voger-dan, ha, gant aon rak eur gwidre-brezel bennak, e viras ar rener roman, e armead difinv en