Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRUGAREKAAT
Kement den a ray e vad eus ar mouladur-man en devo eul lusk a anaoudegez-vat ouz an Tad Dom Godu O. S. B. en deus bet ar vadelez da zifalla an amprouennou ha da sevel an taolennou. Evit al labour tenn ha doanius-se, bet kaset en-dro ez diflach gantan e-pad meur a vizvez, dre greiz-tre ar bombezadegou (e-harz Sant-Nazer edo o chom) e lavar an daou aozer trugarez d’ezan a-greiz-kalon.
Abherve.
Meven Mordiern.