ambaktos a zo aet, e kembraeg, da amaeth « labourer-douar ».
Galloudegez an noblans keltiat. — O finvidigez ha niver bras o gwizien a dalveze d’ar vrientinien uhel keltiat eur c’halloudegez dispar. E 52 kent H. S. eun uheliad a C’halia, Lukterios, a oa en e wazelez eur gêr a-bez, Uxellodunon, bras a-walc’h da rei bod da gant ha kant a vrezelourien. Goskor eun denjentil uhel eus ar vro-se, gant e flec’h, e vlenierien-girri, e zougerien-skouedou ha gwafiou, e c’hopr-soudarded, e varzed hag e furlukined, a veze anezañ, hep mar, eur strollad souezus a dud.
Derc’hel a raent dindan o dourn peurliesa ar reizerien hag al lezennou. E 58 kent H. S. eun denjentil anvet Orgetorix, en doa klasket sevel da roue, eun torfed hennez hag a oa ar maro ouz e c’hortoz ; en em gavout a reas dirak ar varnerien gantañ e dud hag e ambakted, dek mil anezo, hag, ouz e heul, engroez e wizien hag e zleourien. Ar varnerien spontet e zisklerias didamall.
Ar werin, eviti da veza hep gwir emren ebet (nemet er brezel pa zilenne he fenn-brezel), a dize a-wechou ober d’an noblañs, ha hi galloudek, plega d’e youl, pa c’hoarveze darvoudou a-bouez ha pa gave eur blenier. E 52 kent H. S. e-touez an Arverned, Verkingetorix a voe anvet roue gant ar werin, kaer he devoe stourm an noblañs, he doa graet barn d’ar maro e dad Keltillos evel trac’hoantek d’ar roueelez.
E 51 kent H. S., e-touez ar Vellovaked, unan eus galloudusa poblou ar Belgion (sterenn Galia), ar sened hag an darnvuia eus an uhelidi a venne paouez ar brezel ouz ar Romaned. Unan eus ar pennou kenta, Korreos e ano, a venne derc’hel gantan : skoazellet gant ar werin e reas d’ar sened ha d’an noblañs plega.
En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., e c’hoarvezas eun dra grevusoc’h c’hoaz : brevet gant samm ar gwiriou ha kaset d’ar par pella gant dislealded ha mac’homerez an noblañs, ar werin en em savas, a lazas an darn-vuia eus e waskerien, a reas d’ar re-all klask repu e-touez Breiziz hag a savas war an tron eur roue diouz e ziviz, Cairpre Cenn-Chaitt (Cairpre Penn-Kaz).