Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
notennou diwar-benn ar gelted koz

eo piaouet ar barr, e fed, gant hiniennou ; hag ar c’hevrenna-douar a vare da vare a zo aet emaez a c’hiz hogozik e pep lec’h. An uheliad, e-touez Kelted Galia evel diwezatoc’h e-mesk Kelted Iwerzon, a zo deuet da veza eur perc’henn war douarou n’en deus leve ebet da baea evito. Darn eus an douarou-se a vez gounezet dindanan gant e served, eun darn all a feurm da goumananterien. Daoust d’an holl gemmadennou-se, roidigez ar chatal a zo manet furm boazeta ar marc’had a sav ar wazoniez diwarnañ. Kement-se a gemm a zo etre ar wazoniez keltiek hag ar wazoniez a weler o ren er Grenn-Amzer.


Gwizien. — Daou rummad gwizien a anavezer e-touez ar Gelted : 1° ar gwaz distag ; 2° ar gwaz-stag [1].

En Iwerzon ar gwaz-distag eo an hini en deus graet eur marc’had gant eur penn ha bet digantan chatal ; mar sav ennan dic’hoant d’e varc’had, e c’hell o daskori hag, ouz hen ober, e teu diliam diouz pep stagidigez. — Ar gwaz-stag, en enep, n’hell en em ziliamma nemet daskori a rafe daou gement.

An uheliad a dlee rei d’e waz gwarez ha skoazell ; ar gwaz, en distro, a oa sujet da zleadou evel : 1° paea eul leve ; — 2° aoza pe sevel ti ar penn ; — 3° medi e ed ; — 4° rei d’ezañ skoazell e vrec’h ma tegouezje brezel.

Unan eus an anoiou a raed eus ar gwaz-stag e keltieg koz e oa ambaxtos pe ambaktos « an hini a ra en-dro da ». Trôet eo bet alies ar ger-se e servus gant ar Romaned. Disheñvel diouz eur sklav e oa koulskoude an ambaktos dre ma oa eur c’hadour, kenseurt ha kenvrezeliad d’e vestr. Galloud-brezel ar pennou a veze dreist-holl diouz niver o ambakted.

E dibenn ar c’henta kantved eus hon oadvez e oa bet enez Vreiz, evit ar rannvuia, aloubet gant ar Romaned. Ar re-mañ diouz o boaz, a reas d’ar Gelted dilezel boazamant ar brezel hag en em rei d’al labour-douar. An ambakted, kenseurted-vrezel ar penn, a zeuas da veza e vevelien-arat :

  1. *Suviros « den mat » e oa, hep mar, unan eus an anoiou a raed en Iwerzon eus an den en e frankiz pe eus ar gwaz-distag, ha *duviros « den fall » eus ar gwaz-stag. Ar geriou-se a zo aet diwezatoc’h, en iwerzoneg, da soer ha doer. Anezo e teue *suviria « frankiz » ha *duviria « sklavelez, kaeznez », aet da iwerzoneg soire ha doire, Rev. celt. 1891, p. 486.