Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/423

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
ar vro, ar poblou hag ar giziou

stourmadou hag emgannou-trec’h ar buoc’hed d’ar c’hraou hag ar merc’hed d’ar gêr. »

Diazezet eo an touet-nerzennou-natur war ar gredenn ez eo an nerzennou-se noueañsou kuz a wel hag a glev pep tra ; pa vez goulennet outo gant eun den o sevel kontrad kensakri anezañ, e klevont ar c’halvadenn ha, ma na vez ket sevenet ar c’hontrad, e tegasont an doare kastiz a zo diouto : Loegaire en doa torret e le ; mouget e voe gant an avel, losket gant an heol ha lonket gant an douar.


Emgann-daou diwar ziviz. — An emgann etre daou zen a veze, e-touez ar Gelted, unan eus an troiou a raed ganto da drouc’ha ar rouestlou breutaüs. Evel n’he devoa ket ar Stad gwir d’emellout evit suraat da bep-unan eus ar sujidi tañva e vadou e frankiz, e c’helle pep breutadeg rei abeg d’eur brezel etre tiegeziou, nemet en em glevje an diou gevrenn da zegemerout eun unvanour pa e tivizjent, evit erbedi gwad o c’herent hag o gwizien, trei ouz an emgann etre daou.

Er Grenn-amzer, e-touez Iwerzoniz, pa zivize daou zen en em ganna evit rei eun diskoulm d’eur prosez e skourr, e oa ret d’ezo en a-raok kontradi dre gomz dirak testou ha gant asant an daou diegez, hini ar goulenner ha hini an difenner. Reizet e veze dre an emgleo-se da begeit ez aje gwiriou an trec’hour. Gant piou bennak e tegouezje neuze an trec’h, pe gant ar goulenner pe gant an difenner, ne veze dleet gopr-dic’haou ebet evit muntr egile [1].

Boaziet e veze, moarvat, an emgann etre daou diwar ziviz gant an holl boblou keltiek ; testeniet da vat er skridou n’eo ket avat nemet evit ar Geltibered er bloaz 296 kent H. S., ar Galianed en IIet kantved kent H. S., Breiziz ar Grenn-amzer [2] hag Iwerzoniz eus an hevelep mare.


Ar sebelia ar re varo. — Ar sebelia ar re varo a zo bet

  1. Bez’ e oa eun drôad all en Iwerzon ma n’oa ket lakaet trec’hour an emgann-a-zaou e mar da baea ar gopr-dic’haou hag e oa suraet d’ezañ ar gounid er vreutadeg e skourr : pa save an emgann diwar ma nac’he an difenner lezel lakaat ar sezi warnañ diouz m’her reize boazamantou ar vro. Neuze ar goulenner-sezizer, pa laze e zleour, ne baee ket a zic’haou, gant ma vije bet aketus en a-raok d’ober galv war gerent an dleour evit ma rojent e wir d’ezañ.
  2. Sellout war se J. Loth, Etudes sur le droit celtique, pajenn 10, Paris, 1896. Pennad tennet eus ar Revue de l’Histoire des Religions, XXXIII, pajennou 368-388.