Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/422

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
422
notennou diwar-benn ar gelted koz

meuriad-tud » da lavarout eo « e touan war al le a ra va meuriad implij anezañ » ;

Al le war an armou. Eur gredenn voutin da holl boblou Europa e oa penaos en armou-brezel en em gave eun dra bennak a sakr ; dindan furm eur goaf eo e veze azeulet gant ar gosa Romaned doue ar brezel ha war o c’hlezeier e toue Germaned ar IVet kantved goude H. S. mirout ar feuriou a skoulment ouz ar Romaned. E-touez Kelted Iwerzon e toued pe war ar c’hleze hepken, pe war ar c’hleze hag an armou all. Al le diweza-mañ a zo evel-hen en danevellou-meur an douadenn anezañ : « Me a dou war va skoed, va c’hleze ha va holl armou ».

Al le war nerzennou an natur. Meur a skouer a gaver anezañ e lennegez koz Iwerzon : ar Bikted, o sevel eur feur a emgleo gant Iwerzoniz, a dou derc’hel d’ezañ war an heol (grâna) hag al loar (esca) ; pa ro e c’her na c’houlenno ken digant Leinsteriz ma rofent an truach rivinus anvet Borome, Loegaire, roue-meur Iwerzon (Vet kantved goude H. S.), a gemer da gred d’e le an holl elfennou, an heol hag al loar, an dour hag an aer, an deiz hag an noz, ar mor hag an douar.

Kelted an Douar-bras, gwirheñvel eo, edo ar voaz ganto, er IVet kantved kent H. S., toui o le war an deir rann benna eus ar bed, an neñv, an douar hag ar mor. Dre an touet-se, war a greder, e sielljont ar feur a gevredigez divizet ouz Alexandros-Veur er bloaz 336. « Mar na virfomp ket hor ger », o dije lavaret, « ra gouezo an neñv warnomp d’hor flastra, ra skarro an douar d’hor lonka, ra zic’hlanno ar mor d’hor beuzi ! »

An douadenn-se a gaver displeget ez varzonius en eun danevell iwerzonek eus ar Grenn-amzer. Argadet eo bet Bro-Ulad a-daol-trumm gant eun armead enebourien hag e tired eur marc’heg d’ar gêr-benn, Emania, da rei kelou d’ar roue ha d’e vrezelourien : « Ar wazed a lazer, ar merc’hed a skraper, ar buoc’hed a laerer, o Uladed », emezañ. Neuze ar roue Kunokobros a zeuas gantañ an douadenn-mañ : « An neñv a zo a-zioc’h, an douar a-is, ar mor en-dro d’eomp. Nemet koueza a rafe an neñv gant e gazarc’had steredennou war zremm an douar e-lec’h m’emaomp kampet, nemet terri a rafe an douar o krena ha redek a rafe ar mor, louet ha glas ar gouelec’hiou anezañ, war dal blevek ar vuhez (da lavarout eo war bennou ar re veo, an dud), e tegasin en-dro dre