Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/413

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
ar vro, ar poblou hag ar giziou

N’eo ket hepken da enori dre lidou ha c’hoariou an doueed hag an anaon e veze gouestlet bodadegou Iwerzon ; kendalc’hiou a vererez-bro hag a varnerez e oant ouspenn hag ivez gwir foariou [1]. Enno en em guzulie ar roueed, ar pennou-meuriadou hag an uhelidi all diwar-benn pouezusa talvoudegeziou ar vro ; embannet e veze lezennou nevez hag adembannet lezennou koz, d’o lakaat dounoc’h a se e spered ar bobl ; ar brosezerien a gave ivez breutaerien da zifenn o c’haoz ha barnerien d’he barn. E Carman e oa tri marc’hallac’h ; er c’henta e werzed dilhad, boued hag evaj ; en eil e kaved a bep seurt chatal ; staliet e veze en trede an arc’hant hag ar gweadennou prizius degaset gant ar varc’hadourien estren. Eun tu-dinaou eus ar grec’hienn a veze miret d’ar brouderezed a laboure el lec’h-se a-ouez d’an holl.

A bep doare c’hoariou ha dihuedou a gaved eno ivez. Paotred kreñv ha farwelled ouesk a zeue ganto troiou-nerz pe soupleseou. Sonerien a c’hoarie an delenn pe an drompilh ha barzed a zisplege gwerzennou pe vojennou. Brudet e veze ouspenn bodadegou Uisnech ha Tailtiu dre an unaniezou a skoulmed enno ; ar merc’hed graet ganto euredou-bloaz e gouel ar bloavez a-raok, en em gemere diouz m’edo kalz a wazed war al lec’h da zibab ezec’h nevez ma raent d’o zadou o gwerza d’ezo [2]. Ar roueed, diouz o zu, a rae o mad eus an engroez tud-se da c’houestlaoui soudarded.

Ar seurt goueliou a voe bras al lec’h anezo e buhez Iwerzoniz koz. Enno e veze kavet peadra da zic’hoanta pep ezomm pe youl mab-den. Dre-se e tennent daveto eur mor divent a dud. E gouel Temair (Tara) e tegoueze holl rouanez vras pe vihan Iwerzon gant o gwragez hag o bugale. E Tailtiu e tireded eus pevar c’horn Iwerzon hag eus enez-Vreiz zoken. War hed eur steudennad a ouspenn dek kilometr, hep enni na torr na kilpleg, en em astenne a-wechou an dachenn

  1. Eus an doare bodadeg a veze gouestlet dreist-holl d’ar c’henwerz ha d’an dihuedou e raed oinakos, deut da oinach, aenach en iwerzoneg. Datla e oa ano an hini ma tivized enni war varnerez, lezennerez, renerez-bro. Deut eo ar ger-se datla da datl en hen-vrezoneg, ha da dael e brezoneg-bremañ. En eur skrid eus an IXet kantved e vez graet dadltig da drei al latin « curia ». Dadltig a vije hizio daeldi.
  2. Serc’hed e oa ar merc’hed-se. An eured-bloaz a vane bepred war e lerc’h eun doare saotradur hag Iwerzonadezed-zo a voe gwell ganto ar maro. Sellout ouz ar pennad X, kevrenn genta.