Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/412

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
notennou diwar-benn ar gelted koz

1° Bodadeg Tlachga, er Munster, bep bloaz, ar c’henta a viz du ;

2° Bodadeg Temair (Tara), el Leinster, bep seiz vloaz, da zeiz kala-goañv. Seiz devez e pade, eus an trivet devez kent d’an trivet devez goude samhain ;

3° Bodadeg Uisnech, er C’honnac’ht, bep bloaz da gala-mae. Krec’hienn Uisnech a greded e oa kreizenn Iwerzon [1].

4° Bodadeg Tailtiu, e Bro-Ulad, bep bloaz, an deiz kenta, a viz eost. Brudet e oa dre ar c’hoariou-ouesk a raed enni ;

5° Bodadeg Carman, el Leinster, bep tri bloaz. Digeri a rae ar c’henta a eost hag e kloze ar c’houec’hvet.

Sakr e oa ar bodadegou-se e meur a feur :

a) dre ar penn-orin a Iakaed d’ezo en Hen-amzer ; an doue-Lugus e-unan eo en dije savet gouel Tailtiu ;

b) dre natur al lec’hiou ma vezent dalc’het : beredou koz ha brudet a oa anezo peurvuia [2] ha da gehela ar re varo e oa gouestlet ar c’hoariou a veur a stumm, redadegou kirri, gourenadegou, hag all, a raed enno ;

k) dre an talvoudegeziou dreist-natur a oa stag outo : dre lida gouel Carman o deveze Leinsteriz eurvad, madou puilh, ed, laez, frouez ha pesked, ha trec’h er brezel. M’o dije e zilezet, avat, e tlejent beza en gortoz a wall-reuziou : kozni brim, moalded, gwanded, rouanez diboell, piz ha disleal ;

d) dre al lidou sakr a yae a-gevret ganto : c’hoaz er Vet kantved goude H. S., e Tailtiu e lazed d’an doueed ejened ha buoc’hed ; digoret e veze gant an drouized gouel Tlachga dre gregi war ar grec’hienn a zoug an ano-se eun tantad e tlee holl oaledou Iwerzon kemerout o zan dioutañ. E gouel kala-mae, an drouized, en eur gana kanaouennou-hud meur, a enaoue tantadou ma raent d’al loened chatal tremen dreist d’ezo ; miret e veze ar chatal ouz ar c’hleñved ken ar bloaz da heul.

  1. En IIet kantved goude H. S. e voe furmet en-dro da grec’hienn Uisnech gant rannou diouz an Ulster, ar C’honnac’ht, ar Munster hag al Leinster eur bastell-vro nevez a voe rôet d’ar roue-meur. Tlachga, Teinair ha Tailtiu en em gavas diwar neuze er rouantelez nevez a voe graet anezi an ano a Medios — a zeuas da « Mide » diwezatoc’h, — da lavarout eo « kreizenn ».
  2. Tiez d’ar re veo a gaved enno ivez : Temair ha Tailtiu a oa chomlec’hiou ar roue-meur hag e weler eno c’hoaz roudou kreñvlec’hiou ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek.