Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
an ergerzout hag ar c’henwerza

boblou Europa e-kerz kosa hanterenn ar Ia milved kent H. S., a zastumer dre lenn ha studia skridou Gresianed ha Romaned desket ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. : Avienus, Valerius Flaccus, Dionusios ar Periegetour, Nonnos ar Panopolizad, h. a. [1]. Hoalet meurbet gant ar skridou gresiek kosa, o deus tennet eus ar skridou koz-se danvez levriou nevez. Trugarekaat i, eo deuet betek ennomp tra pe dra eus deskadurez an hen-levriou aet hizio da get.


Eus Kolonennou Herkulez da Valtia. — Ar goularz hag ar penna metalou, da lavarout eo, hervez al lerc’h-ouz-lerc’h a zo bet en implij anezo, an aour, ar c’houevr, ar staen, an arc’hant hag an houarn, setu an traou bras ma veze dedennet ganto Kreizdouaregiz pa ’z aent er-maez eus o mor dre raz Peulvanou Herkulez evit ribla aodou ar mor Bras [2]. Meur a dra a zo da zeski oc’h ober buan-ha-buan an hevelep ribladenn.

Alubê, unan eus peulvanou Herkulez, hervez Dionusios ar Periegetour. En Ilias Homeros (VIIIet kantved kent H. S.) eman Alubê pe Salubê ano bro c’henidik an arc’hant (argurou genethlê). Bez’ ez eus bet e Pont (Azia-Vihana) eur gêr anvet evel-se. Kenveriet eo bet Salubê ouz ano an arc’hant er yezou germanek : goteg silubr, hen-uhel-alamaneg silbar, hen-skandinaveg silfr, alamaneg breman silber, saozneg ha suedeg silver. Eun distresadur diwar ar germaneg e tiskouez beza an hen-slaveg sirebro, lituaneg sidabras « arc’hant ». Nesaet eo bet ouz an ano germanek *Siluros, mons Silurus gouez d’ar Romaned, ano (tartessek ? iberek ? ligurek ?) eur menez a vro-Spagn, an hini marteze

  1. Arabat ankounac’haat an diaraogerien o doa bet, evel Apollonios ar Rhodad, etro 247-205 kent H. S., bet levraouegour en Aleksandria-Ejipt war al lenndi brudet a voe tangwallet e 48 kent H. S. gant Kelted ha Germaned Kaesar, evel Skumnos a Gio (kenta kantved kent H. S.), h. a.
  2. Goude goularsa, kouevraoua, h. a., en arvor ar broiou tro-war-dro d’ar mor Kreizdouarek. Goularz melen, ruz ha du, a gaver war aod Sikelia, war aod Hesperia pe Italia (Liguria ha Lukania), war aod Maouretania Tingitana. Kouevregou ha staenegou a zo war arvor Etruria hag e meneziou Maouretania. Khalkidiz a reas abred o mad eus kouevregou ha staenegou Etruria ; drezo eo en em ledas boaz al lizerennou gresiek er vro-se. En Iberia (Hesperia Magna, Hesperia Ultima), a-veneziadou a-bez eo e kaver an holl vetalou.