Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
notennou diwar-benn ar gelted koz

E diweza bloaveziou an IIet kantved kent H. S., eur Gresian all, Poseidônios, anezañ eun den fur ha gouiziek hag a zalc’has diwezatoc’h eur skol vrudet en enez Rhod, a weladennas Bro-Spagn ha poblou keltiek dishual Galia, ma heñvel beza bet diganto ar gwella degemer. Kenta skrivagner en dije komzet eus Barzed Keltia eo Poseidônios, war a ouzomp.

Himilko, Putheas ha Poseidônios o doa lakaet dre skrid o beajou, ar c’henta e yez semitek, an daou all e gresianeg. Gwaz a se, an danevellou-se n’int ket deut betek ennomp. N’ez eus ganeomp ken nemet pennadouigou diouto bet miret gant skrivagnerien war o lerc’h, evel Polubios [1], Strabon, Diodôros, hag Avienus.

Dindan an impalaer Nero (54-68 goude H. S.) e c’hoarvezas eun ergerzadenn nevez da vro ar goularz. Eur marc’heg roman a voe fiziet ennañ da gefridi gant Julianus, embregour an emgannou klezeïdi rôet gant an impalaer, mont war aodou hanternoz Europa ha pourchas eno kement a c’hoularz ha ma c’hallje degas gantañ. Treuzi a reas ar marc’heg bro goz an Daurisked da c’hounid Karnunton, kêr geltiek eus ar Bannonia war an Danuvios. Treizet gantañ ar stêr-se, e tizas, a-dreuz da uhelennou koadek an Erkunia, kompezennou an Hanternoz, termen e veaj. D’ar C’hermaned eo e oa sujet d’ar mare an holl vro-se. Ar marc’heg a beurredas arvor ha marc’hadou ar vro ha kement a c’hoularz a zeuas gantañ d’ar gêr ken e voe staget gant nozelennou eus an danvez-se ar rouedou da gaelat ar Podium ouz al loened fero hag e oa golôet holl a c’hoularz an armou, ar geleriou, ha kement tra a raed ganto en deiz-se. Trizek livr e oa pouez ar brasa tamm goularz a oa bet dastumet.

Eun tamm sklerijenn a-zivout an hentou douar ha mor bet heuliet a-goz gant ar varc’hadourien, eun dam-anaoudegez eus annezlec’hiou, istor, giziou ha kredennou hen-

  1. Ar Gresian Polubios, mignon d’ar pengadour roman Scipio Emilianus, a heulias anezañ er brezel ouz ar Geltibered (151 kent H. S.) ha, goude-se, e seziz Numantia (134-133). Ober a reas e vad, evit doare, eus ma ranke tremen dre C’halia ar C’hreisteiz e-lec’h m’edo marc’hadourien Gorbilo, da glask klevout doareou bro ar staen. Ar varc’hadourien, disfizius moarvat ouz ar Gresian-se a heulie arme ar Romaned, hag aon ganto na vagje Scipio an dezo da argadi gwalarn Galia, ne rejont nemet respontou a nebeut a bouez. War-se, Polubios, drouk ennañ dre n’halle lavarout netra diwar-benn eur vro m’en doa Putheas komzet kalz anezi, a reas eus hemañ eur gaouiad divez.