Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
notennou diwar-benn ar gelted koz

bagig stêr he furm gwariet meurbet [1] ; — d) ponto, bag-treiz e Galia, plaen ar strad anezi, da dreiza al loened, ar c’hirri hag ar veajourien eus an eil glann d’eur stêr d’eben. E marevez kelt-ha-roman e staged a-wechou meur a hini anezo d’ober ganto eur pont-red dilec’hus diwar gerdenn.


Ar stur, ar c’hizelladuriou, al livadur. - Ar stur, gant ar Gelted evel gant poblou all Europa d’ar mare-se, a oa anezañ unan pe ziou roeñvenn hir, ledan ha pounner, savet en aroz al lestr [2].

  1. Da lakaat e kemm ar brezoneg koum, kom « kleuz, traoñienn » a zo c’hoaz anezañ en anoiou lec’hiou Koum Bras, Koum Bihan, Komana, hag all. Eur skeudenn eus an doare-bag anvet cymba gant ar Romaned a vo kavet e Cagnat ha Goyau, Lexique des Antiquités romaines, eil mouladur, 1896, p. 94. sk. 125. Ar stumm-bag se a zo bet boaziet gant pesketaerien ar Portugal betek hon Amzer : gwelout De Folin, Bateaux et Navires, progrès de la construction navale à tous les âges et dans tous les pays, 1893. El levr-se e vo kavet skeudennou eus bagou-pesketa stummet henvel ouz re wechall ha miret gant Portugaliz betek an XIXet kantved.
  2. Eun dra hag he deus tennet da vras eo bet boaz ar roenv-stur. An doare-stur-se eo en deus miret ouz Hen-amzeriz da ober gant listri bras. Barrek-mat e oant d’o sevel, nemet gant ar roenv-stur n’oant ket barrek d’o levia. Ar roenv-stur, mat-kenan evit levia ar bagou bihan, kokedou ha skuitennou, a ya war zic’halloudusaat bep ma vez kresket ment al lestr. Ken ma ’z a dileviadus a-grenn ganti al listri brasa. En aner e klaskas meur a wech Hen-amzeriz he gwellaat. Hag e-pad pemp mil vloaz da vihana en em gavas evel peluzet gant ar roenv-stur kement gwellaenn a vije bet gallet gounit e ment hag e goueliou al listri-mor. Dister-vent e chomas bepred listri Hen-amzeriz. Etre 30 ha 60 tonenn e oa o dalc’h. Galeou ar C’hresianed a c’helle degemerout war o bourz, en tu-hont d’o roenverien ha d’o martoloded, 60 den ha 30 marc’h. Diouz ret, ha pa oa d’ober treizou berr-bad, e c’helled bernia warno betek 300 ha zoken 400 a dud. Eur gonchenn diboell diouanet e penn razed levraouegou hep skiant-prenet eus ar verdeadurez eo lavarout e oa gant Gresianed an Hen-amzer galeou bras-bras, warno dek, c’houezek, ha zoken daou-ugent renkad-roenverien solieraouet an eil a-us d’eben, La Roérie ha Vivieille, Navires et Marins, 1930, pp. 57, 144 ; Lefebvre des Noëttes, De la marine antique à la marine moderne - la révolution du gouvernail, 1935, pp. 35-43 (a bouez bras). Fall o levierez, izel o bourz a-us d’an dour, hep gorre-bourz warno da gledouri an dreizidi hag ar varc’hadourez, dister o zonennadur, n’oa ket listri Hen-amzeriz evit pellaat kalz diouz an douar. Mat e oant hepken d’ar ribla-aodou. Pa oa fall an amzer hag e-pad ar goanv, e vezent divoret war an traez. Dibleustr e vanas ar c’heinvor ganto, nemet en daou lec’h : e kevrenn reterel ar mor Kreizdouarek hag er mor Ruz (mor Ruz Hen-amzeriz, da lavarout eo pleg-mor Oman breman ; d’hor mor Ruz e lakent an ano a « pleg-mor arabek »). Treiza war-eeun eus ar mor Enezek d’an Ejipt a-dreuz d’ar mor Kreizdouarek a veze graet gant skoazell an aveliou c’houec’hsizuniek (pe aveliou eteziat). A-drugarez d’an aveliou c’houec’hmiziek hanv ha goanv e veze gallet ober an treiz a-dreuz-penn da bleg-mor Oman, etre penn kreisteizeka Arabia hag aod India, mont ha dont (40 dervez e pade an treiz). — En XIIIet kantved goude H. S. eo hepken e voe ijinet ar stur-stambod war vudurunou, kant gwech galloudusoc’h eget roenv-stur Hen-amzeriz ha Krenn-amzeriz, mat war eun dro da levia al listri brasa hag ar bagou bihana. Trugarekaat hen e voe gallet diwar-neuze kreski ment al listri, gwellaat ha paotaat ar goueliou warno. Ar stur-stambod war vudurunou a lakas Azganedigeziz barrek da lovat, da verdei a-enep tonn hag avel, er goanv kerkouls hag en hanv, ha da vont war-eeun dirazo a-dreuz d’ar c’heinvor. Hen an hini a zigoras da Golumbus hent Amerika (1492-1493), da Vasco da Gama hent an Indez dre benn-kreisteiz Afrika (1497-1498) hag a ampartaas Magalhaes da ober tro ar bed (1519-1521). Hen eo a rôas tu da Europiz d’en em fenna war holl c’horre ar bed. — Diwar-benn al listri hag ar verdeadurez en Hen-amzer, lenn Viktor Bérard, Les Phéniciens et l’Odyssée, 2 levrenn, 1902, 1903 (el levrenn Ia, pp. 155-72, studiadenn war ar stumm-gale e boaz en Xet kantved kent H. S.) ; Les Navigations d’Ulysse, 4 levrenn, 1927-1929 (war an eil levrenn, pp. 13-80, studiadenn war al listri-mor hag ar galeou) ; A. Shepard, Sea Power in Ancient History, Boston, 1924 ; H. A. Ormerod, Piracy in the Ancient World, Liverpool, 1924. Warlerc’hiet hizio ha faoz e meur a genver eo levr Sesil Torr, Ancient Ships, Cambridge, 1894, hag e bennad Navis war Daremberg ha Saglio Diction. des Antiquités grecques et romaines. A-zivout ar stur-stambod war vudurunou, al listri-mor hag ar verdeadurez abaoe an XIIIet kantved, ouspenn Lefebvre des Noëttes, lenn G. La Roérie, war Rev. maritime et coloniale, Meurz hag Ebrel 1938 ; J. Sottas, Les messageries maritimes de Venise aux XIVe et XVe siècles, 1938 ; F. Ch. Lane, Venetian Ships and Shipbuilders of the Renaissance, Baltimore, 1934 ; E. Deprez, Les grands voyages et les grandes découvertes jusqu’à la fin du XVIIIe siècle : origines, développements, conséquences, 1930. H. a.