ar vent anezo, a oa, gwirheñvel, pobladou a verdeidi hag a laeron-vor.
E-touez ar binviou ijinet e-sell eus ar vagea e mare ar Gelted e c’hellomp menegi :
1) ar c’hrec’hen bouc’h c’houezet, ma raed ganto da dreiza ar stêriou pa n’oa war-dro na pont, na roudour, na bag ;
2) ar radell ; war radell eo e voe treizet, er IVet kantved kent H. S., ar Bodinkos gant ar Gelted, da vont da gemerout ar vro er c’hreisteiz d’ar stêr-se ;
3) bagou pilprennek hir-moan, anezo kef divouedet eur wezenn hepken, dervenn peurliesa. Kavet ez eus bet eun niver diouto, douaret doun e lec’hid stêriou Bro-C’hall ha Breiz-Veur, ha miret peuz-anterin gant al lec’hid-se. Boaziet e oant ivez gant laeron-vor ar C’hermarna er Ia kantved goude H. S. Darn anezo a helle dougen betek tregont den ;
4) bagou dounoc’h ha ledanoc’h da vagea marc’hadourez war stêriou bras ;
5) listri, evel re Wenediz, stummet da herzel ouz tonnou hag aveliou ar mor Bras. Ledan-tre hag uhel-meurbet an araog hag an aroz anezo, e oa graet o c’horf en e bez a steuc’hennou prenn dero teo ha kreñv, kenstrollet gant mellou tachou houarn. Al listri-se a oa outo eoriou a-ere chadennou houarn ha goueliou graet gant ler kivijet mat ha gwriet piz ;
6) listri hir ha herrek, evel ar re a veze boaziet gant Iwerzoniz ha Breiziz, hag a oa anezo eur framm prenn a stigned lerennou warnañ. Skañv a-walc’h e oa ar bihana eus al listri-se evit ma c’hallje eun den hepken o dougen war e choug. Ar re vrasa, al « listri teir lerenn » a helle beza bageet gant eur torkad mat a dud war eun dro ha mordei en dounvor. War roeñvou e vezent peurliesa ; rak-se, en iwerzoneg, ar ger imram « roeñvadenn » (liester imrama) a zo deut da lavarout kement ha « mordeadenn ».
Miret eo bet d’imp gant skrivagnerien ar C’hreisteiz anoiou eul listri bennak boaziet gant ar Gelted : a) pikatos, eun doare bag gant ar Vrezoned ; — b) nausum, lestr e Galia er IVet kantved goude H. S. [1] ; — k) kumba,
- ↑ Da lakaat e kemm an iwerzoneg nau « lestr » hag ar brezoneg neo « komm, laouer ».