Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
an arz hag an ijinerez

kantved, dindan an ano a Huperboreaned « ar re a vev en tu-hont d’an avel-sterenn. » Kosa skridou ar C’hresianed, hag enno danevellou marzus diwar-benn furnez an Huperboreaned, hirder o buhez, o mailhded evel telennerien ha kanerien, an azeulerez a lident d’an heol, ne lavaront ger eus ar ouiziegez hag an ampartiz o deus diskouezet o labourat an arem. A-hend-all e venegont an darempredou a oa bet gwechall, da heul kenwerz ar goularz moarvat, etre o bro-int hag ar re a vev war c’hlann « ar mor-all » (heteran thalassan) hag ar profou « paket gant kolo gwiniz » an Huperboreaned da dempl bras an heol en enezenn.

Mar deo savet-dreist arz hag ijinerez meuriadou an Hanternoz, e tleont kement-se, hep mar, d’o darempredou gant ar poblou sevenetoc’h a veve en aodou hag enezennou ar mor Kreizdouarek.


b) Arz hag ijinerez hallstattel. — Gant an amzer ha da heul ergerz eun darn eus ar Gelted war-du ar c’hreisteiz hag ar mervent e savas kemmadennou en o arz hag o ijinerez. Ijinerez Hallstatt [1] (Xet - Vet kantved kent H. S.) a reer eus an ijinerez anavezet dreist-holl dre ma kemer, war eun dro, an arem hag an houarn da zanvez an armou hag ar binviou trouc’ha. En Alpou, e Bro-Illiria, e voe an andon anezañ ; ac’hano en em skignas war holl vroiou kreizenn Europa.

Boutin e voe etre eur maread poblou illiriat ha liguriat hag ar re eus ar meuriadou keltiek a oa deut da ziazeza er vro veneziek etre ar Mein hag an Danuvios hag e reter ha kreizenn Bro-C’hall. Ar Gelted eo, marteze, a gasas ar sevenadur hallstattel-se e mervent Bro-C’hall hag er Spagn. Bro-C’hall ar gwalarn, enez-Vreiz hag Iwerzon ne voent ket diraezet gantañ.


c) Arz hag ijinerez an Ten. — Er pempvet kantved ar seve-

  1. An ano-se eo hini eul lec’h, tost da Salzbourg, er meneziou a vonn er c’hreisteiz traonienn an Danuvios-Uhela. Kavet eo bet el lec’h-se eur vered vras ma touared tud enni etre ar bloaz 800 hag ar bloaz 500 kent H. S. D’ar c’houlz-se e oa Hallstatt eur penlec’h dreist evit ar c’henwerz, gant he mengleuziou holen-douar ha dre m’en em gave war an hent bras a heulied da gerc’hat goularz eus an Albis (Elbe) d’ar mor Adriatik.