Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
eun damskeud eus istor ar gelted koz

al lin hag ar c’hanab ; liva ar gwiadennou-se gant liviou diwar louzeier ; sevel gant prenn tiez, pontou, kirri, bagou ; stumma ha poaza listi-pri. O micherourien o deus diskouezet eun ampartiz hag anaoudegeziou micherel, souezus a-wechou, hag eur vlizidigez ouz kened ha koantiz ar furmou, a ra e c’hellfe ar vouc’hal-mañ-bouc’hal, al lestr-mañ-lestr arem kavet e Sveden, ar c’harr-mañ-karr miret e taouarc’h geuniou ar Jutland, keñveria ouz ar pep brava savet en hevelep doare gant ar C’hresianed.

Ar pez a zigemm sevenadur an Hanternoz diouz hini ar C’hreisteiz eo :

1. Dre ma ’z eo tra brezelourien, gounideien-douar, mesaerien.

2. Dre ne ra ket gant ar skritur.

3. Dre ne sav ket tiez-meur gant mein.

4. Dre ne ra nemeur a implij pe implij ebet, en ornadurez an armou, al listri, hag all, eus skeudennadur an traou beo (tud, loened, louzeier), da heul marteze eun dreuz-kredenn bennak. Hogozik atao e vez kemeret diwar al linenn rik danvez an ornaduriou.

Roudou ar sevenadur-se a gaver e Sveden, en Norveg, er Jutland, a-hed aodou mor an Hanternoz hag ar Mor Baltek, e Breiz-Veur hag e meneziou kreizenn Europa. Ar sevenadur keltiek, dreist-holl en e zerou, n’eo nemet an neuz disheñvel a wiskas ar sevenadur-se eus an Hanternoz etre daouarn eur bobl speredet-dispar, hêr, brezelerez ha trec’herez-vroiou. Dre o zrec’hadennou ar Gelted a gasas anezañ pell-pell : e Bro-C’hall, en Hanternoz Italia, e traoñienn an Danao ha betek ar Mor Du.

Mouget tamm ha tamm war an douar-bras gant ar sevenadur italian-gresian (adalek 300 kent H. S.), e voe miret ar sevenadur keltiek en e bez en Iwerzon, e-lec’h e talc’has da vleunia e-pad an dek kantved kenta eus an oadvez kristen.


Petra a dleer da intent dre « gouenn geltiek ». — Kement-mañ, hepmuiken, he deus lakaet anat an denoniez :

1. — Ar ouenn, tra gorfel diazezet war furm ar glopenn, liou ar c’hroc’hen, liou an daoulagad hag ar bleo, linennadur an dremm, ar vent, a zo eun dra krenn distag diouz ar vrôadelez diazezet war ar yez, an Istor, an hengouniou, ar sevenadur.

2. — Gouennou Europa a zo mil gwech kosoc’h eget ar