Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
notennou diwar-benn ar gelted koz

da nevezi ha da astenn an anaoudegez eus an henamzer geltiek eo :

a) ar gwellaennou gounezet dre an denoniez, da lavarout eo dre studi an danveziou gouenn-dud a zo aet da furmi broadou Europa wechall ha bremañ ;

b) ar gwellaennou gounezet, eun hanter-kantved a zo, gant ar genyezoniez, da lavarout eo gant ar studi keñver-ha-keñver eus ar yezou keltiek gwechall ha bremañ, en o yezadur hag en o geriadur. Krouer ar genyezoniez keltiek a voe an Alaman Johan-Kaspar Zeuss, a embannas e 1853 eur Grammatica Celtica, a dalv c’hoaz hizio an deiz da ziazez ar studiou keltiek [1].


Al lec’h dalc’het gant ar Gelted en istor Europa. — Pa vez meneg eus ar Gelted koz, n’eus ezomm ebet da sevel betek an amzeriou pella ma rae poblou Europa gant armou ha binviou maen, ha ma savent taolvaeniou. War-dro an XXet kantved kent Hor Salver e teuas an armou hag ar binviou arem da voazamant en Hanternoz Europa hag, evit doare, etre ar XVIet hag an Xet kantved kent H. S. eo en em furmas tamm-ha-tamm en eur c’horn pe gorn eus ar rann-vro-se ar bobl geltiek evel m’en em ziskouezas diwezatoc’h ouz daoulagad Kreisteiziz gant ar yez, ar c’hredennou hag ar boaziou a ro d’ezi he stumm disheñvel.

Dre o sevenadur hag o istor, e tenn ar Gelted koz da rann-amzer ar metalou : ouz rannamzer an armou hag ar binviou arem int stag dre zerou o sevenidigez ; gwella lamm-gresk houmañ, avat, hag he feurvleuniadur ne gemeras lec’h nemet e rannamzer an armou houarn (diwar ar bloavez 500 kent H. S. pe war-dro).


Petra a dleer da intent dre sevenadur keltiek. — Poblou Hanternoz Europa o deus tañvaet, a-hed rannamzer an arem hag an houarn, eur sevenadur, diglok evit gwir, ha disteroc’h war boentou ’zo eget hini an Hellas ha Roma, na voe ket, evit se, na dizellid na digened. Gouzout a ouie ar poblou-se labourat ar c’houevr, an arem, an houarn, an aour ; gounit an edou, trempa an douarou ; ober gwiadennou gant ar gloan,

  1. Kv. Dr. Helmut Bauersfeld : Die Entwicklung der keltischen Studien in Deutschland (Displegidigez ar studiou keltiek en Alamagn) ; kaier kenta levraoueg Kevredigez Alaman ar Studiou Keltiek, 1937 ; sell. « Gwalarn », niv. 100, p. 56.