Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

a c’houlennaz eun deiz oc’h an Aotrou-Doue petra voa ar gwella tra a c’hellje da rei d’ezhan. « Gouzanv hep klemm, va merc’h, eme-z-han, an holl boaniou a c’hoarvez gan-e-hoc’h. » Servicherez vad an Aotrou-Doue, Viktoria Angelini, a lavare e voa gwelloc’h eun dervez tremenet er poaniou eget na voa kant vloaz oc’h ober ar brasa mad, hep kaout poan e-bed. An tad Iann Avila a lavare ive e voa gwelloc’h ar c’homzou-ma : « Doue, ra vezo meulet ! » lavaret pa vez anken eget na d-eo kant bennoz lavaret e-kreiz an eurusded vrasa. Mac’h anavesfe an dud petra dalv ar poaniou, e vent gwelet o klask laerez an eil diwar goust egile an dro da c’houzanv evit Doue. Santez Mari Madalen a Bazzi a gare kement ar poaniou, ma voa gwelloc’h gant-hi beva pell amzer war an douar eget mervel ha mont d’an nev, o veza, eme-z-hi, ne d-euz poan e-bed er Baradoz.

11. — Ar pez a glask hep-ken eun ene en deuz karantez Doue eo beza unan gant-han ; hogen, evit gellout dont da veza er c’hiz-se unan gant Doue, selaouomp ar pez a lavar santez Katharina a Jèn. « Evit beza unan gant Doue, eme-z-hi, ez eo red tremen dre fournèz ar boan ; er fournèz-se, Doue a gas da netra kement tra fall a zo enn-omp. » Dre-ze eta, beza goapeat ha disprizet, beza klanv ha dilèzet gant hor c’herent hag hor mignouned ; beza temptet ha goloet a vez, enn eur ger, gouzanv kement poan ha dismeganz zo a zo red d’e-omp evit kaout an dro da stourm ouz-omp hon-unan, ha gellout evel-se beza treac’h d’hon